Sant-Kouled
Eus Wikipedia
| Sant-Kouled | ||
|---|---|---|
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Kerne | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Kastellin | |
| Kanton | Kastellin | |
| Kod kumun | 29243 | |
| Kod post | 29150 | |
| Maer Amzer gefridi |
Gilles Salaün 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe | |
| Bro velestradurel | Bro Gerne | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 418 ann. (2009) | |
| Stankter | 37 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 6 m — brasañ 212 m |
|
| Gorread | 11,22 km² | |
|
|
||
|
|
||
Sant-Kouled a zo ur gumun e Bro-Gerne, e departamant Penn-ar-Bed e Breizh e-kichen Kastellin.
Taolenn |
Kouled pe Koulizh? [kemmañ]
Dre fazi e vez bet treuskrivet a-wechoù anv ar sant-mañ Koulizh e brezhoneg a-vremañ, dre grediñ e oa "tz" ar skrivadur ofisiel "Coulitz" evit un "th" kozh a ya da "zh" e brezhoneg a-vremañ. Pardon ar sant : an eil Sul a viz Gwengolo. Darn o deus tostaet an anv da hini un eskob eus Cill Dara en Iwerzhon.
Istor [kemmañ]
XVIIvet kantved [kemmañ]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Sant-Kouled, Laurens Poulenac, Ollivier Le Provost, Hervé de Kersalun ha Jean Riou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [1].
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Poho, person ar barrez; dont a reas war e c'her [2].
XXvet kantved [kemmañ]
- 1989: Kofi Yamgnane, a-orin eus Togo, a zeu da vezañ ar maer kentañ e Breizh a-orin afrikan. Kannad e Kambr ar Gannaded e vo ivez (1997-2002), ha sekretour-stad.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Iliz Sant-Kouled, XVI-XVIIvet kantved gant ul liorzh-iliz ur garnel ennañ
- Chapel Sant-Laorañs, XVIIvet kantved ha feunteun Sant-Laorañs e kêriadenn Troboa
- Stêr Aon kanoliet
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
- Kofi Yamgnane, politikour
- Koulizh Kedez, skrivagner brezhonek
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44