Krog (disheñvelout)

Eus Wikipedia

Krog zo un anv hollek evit seurtoù benvegoù lies o mentoù hag o danvezioù.

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pezh danvez solut ha kromm gant ur penn lemm, a c’hell bezañ staget e penn ur gordenn pe fun ar c'havr.
  • Benveg gant un troad (koad, plastik...) ha bizied metal a-serzh evit labourat an douar. Sellit ouzh Krog (benveg).

Mar bez implijet evit pesketa pe kregina pe dastum ar bezhin e reer gant krog-aod.

  • Krog-dilhad : traezenn dezhi stumm ur c’hrog a-istribilh evit stagañ pezhioù dilhad outi.
  • Krog-krik : benveg evit distekiñ ar c’harbedoù pe dolzennoù pounner diouzh an douar
  • Krog-mor : benveg staget e penn ur fun staget ouzh ur vag da eoriañ anezhi er strad draezhek
  • Krog-pouez : benveg ijinet a-gozh evit anavezout pouez an traou, mentel roman a vez graet eus anezhañ ivez. Anv all : krog-pouezer

Dre astenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv-kadarn liammet ouzh ar verb kregiñ a zo heñvel e ster ouzh deraou, deraouiñ : Krog e oa an noz da serriñ, Krog e oa Yann da gavout hir e amzer.

  • Afer pe gudenn da ziskoulmañ.
  • Krog etre an dud : prantad diaes pa vez emgann pe komzoù diaes etrezo.
  • Pennad emgann : kentañ krog.
  • Tapout krog en dra bennak (un den bennak) : mont d'ober traou gant dra bennak (un den bennak).
  • Krog-diskrog : un dra ha n’eo ket staget mat ha distabil e demz-spered pe un den ha n’eo ket aes d’e vestroniañ.
  • Krog-gouren : emgann gouren a-bezh pe daol kliket er gouren roet pa vez graet ur falc’hadeg pe distoket gar an enebour diouzh an douar.
  • Krog-ha-krog (krog-ouzh-krog) : doare emgann gant enebourien en em dagañ a bep eil.

Deveret diwar krog[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Krogad : pennad emgann (sport, brezel).
  • Krogek : traoù a zo e furm d’ur c’hrog pe, dre astenn, a zo dies d’ober.
  • Krogell  : benveg gant meur a grog staget outañ evit tapañ meur a loen.