Kriegsmarine

Eus Wikipedia
Kriegsmarine
Morlu
Rann eusWehrmacht Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Mez 1935 Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv er yezh a orinKriegsmarine Kemmañ
BrezelBrezel Spagn, Eil Brezel-bed Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Aozadur mammWehrmacht Kemmañ
Sez sokialShell-Haus Kemmañ
Raklec'hiet gantGerman Navy Kemmañ
Heuliet gantGerman Navy Kemmañ
Deiziad divodadur21 Gou 1945 Kemmañ
Commanded byErich Raeder, Karl Dönitz, Hans-Georg von Friedeburg, Walter Warzecha Kemmañ
Skoed ardamez ar C'hriegsmarine
Banniel brezel
Ardamez war zouar

Kriegsmarine (Morlu) a oa morlu alaman an Trede Reich eus 1935 betek 1945. Kemeret en doa plas ar c'h-Kaiserliche Marine (Morlu impalaeriel Alamagn), hini ar C'hentañ Brezel-bed, hag ar Reichsmarine, ar morlu alaman etre an daou vrezel. Ar C'hriegsmarine a oa unan eus an tri skourr ofisiel e nerzhioù lu an Trede Reich, gant an Heer (tirlu) hag al Luftwaffe (aerlu), an holl anezho suj d'ar Wehrmacht.

Ar C'hriegsmarine a oa bet diorroet prim e-pad an Aufrüstung, steuñv adarmañ ar morlu alaman e-pad ar bloavezhioù tregont (Feur-emglev Versailhez en devoa termenet un niver a vigi, ha difennet groñs da sevel listri-spluj alaman).

Ar c'hentañ gwech ma voe implijet ar morlu alaman a voe e-pad Brezel Spagn, pa voe kaset lod eus ar bigi brezel tro-dro ar vro e-pad ar brezel diabarzh spagnol. An digarez a oa evit ma vefe talet ouzh broioù all da gemer perzh er brezel. E gwirionez e oa ar morlu alaman ad-u gant Franco en oberiadur-brezel Ursula.

Bigi brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa kroget an Eil Brezel-bed, darn bigi ar Kriegsmarine a oa reoù modern: bliv, armet hag hobregonet mat. ur choaz e oa bet gant pennoù uhel al lu kement ha gant ar fed ober van da zoujañ ouzh difennoù Feur-emglev Versailhez a-fed flodadoù brezel. En desped da-se, pa oa kroget ar brezel, ar morlu alaman a oa dindan ar palioù bet fiziet dezhi met dreist-holl dindan reoù morlu Bro-C'hall ha Bro-Saoz.

U-Boot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karl Dönitz oc'h evezhiañ Bazenn listri-spluj Sant-Nazer e Breizh, Even 1941

Pa voe kroget an Eil Brezel-bed, ar C'hriegsmarine ne oa ennañ nemet 57 lestr-spluj U-Boot.

An 10 U-Boat gwellañ e-pad an Eil Brezel-bed
274,333 tonenn (47 bag d'ar strad)     Otto Kretschmer
225,712 tonenn (43 bag d'ar strad) Wolfgang Lüth
193,684 tonenn (34 bag d'ar strad) Erich Topp
186,064 tonenn (29 bag d'ar strad) Karl-Friedrich Merten
171,164 tonenn (34 bag d'ar strad) Victor Schütze
171,122 tonenn (26 bag d'ar strad) Herbert Schultze
167,601 tonenn (28 bag d'ar strad) Georg Lassen
166,596 tonenn (22 vag d'ar strad) Heinrich Lehmann-Willenbrock
162,333 tonenn (30 bag d'ar strad) Heinrich Liebe
160,939 tonenn (28 bag d'ar strad),
ouzhpenn da-se ar bigi-brezel HMS Royal Oak (08) e Scapa Flow
Günther Prien