Krenngembraeg

Eus Wikipedia

Ar c'hrenngembraeg (Cymraeg Canol e kembraeg) eo an anv a reer eus ar c'hrembraeg a veze skrivet er Grennamzer, etre an XIIvet ha XIVvet kantved, goude marevezh an hengembraeg.

Yezh an dornskridoù eo, hini tost an holl zornskridoù koshañ er yezh-se, hini ar Mabinogion eta, goude ma kreder eo kalz koshoc'h an danvez anezho, ha yezh al lezenn gembreat kozh. Ha komprenus eo d'ur c'hembraeger desket.

Doare-skrivañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket peurheñvel an doare-skrivañ en holl skridoù. Dre vras memes tra e veze skrivet "k" e-lec'h "c" hiziv, ha "d" e-lec'h "dd".

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abeozen, Yezhadur ar c'hembraeg-krenn, Hor Yezh, niv. 37-38, 1963