Krater Eufronios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tu gin Krater Eufronios a ziskouez Ateniz yaouank o wiskañ o harnez

Krater Eufronios, anvet ivez Krater Sarpedon a-wezhioù, zo ul lestr gresian eus an Henamzer a veze implijet evel ar c'hraterioù all da veskañ ar gwin gant dour. Savet e oa bet war-dro 515 kent J.K. gant Eufronios.


Sellet e vez outañ evel ouzh unan eus ar bravañ listri gresian a chom hiziv an deiz. Diwar ar 27 lestr livet gant Eufronios a zo deuet betek ennomp ez eo hennezh an hini klok nemetañ. Emañ e dastumad ar Metropolitan Museum of Art e New York, abaoe 1972.

Perc'henniezh al lestr a voe roet en-dro d'ar Stad italian , goude un emglev savet e miz C'hwevrer 2006.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all