Kokochnik

Eus Wikipedia
Daou gokochnik - eus Olonets ha Kostroma.

Kokochnik (кокошник e ruseg) a zo ur pennwisk merc'hed a veze douget e Bro-Rusia. Dont a ra ar ger "kokochnik" eus ar ger "kokóch" a dalveze "yar" e henrusianeg. Simbol dilhad hengounel Rusia eo dre vras.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo abaoe ar XVIIvet kantved d'an nebeutañ, pa oa bet kavet ar ger "kokochnik" er paperioù evit ur wech kentañ. Met n'ouzer ket pegoulz e oa krouet. Etre an Xvet hag an XIIvet kantved e veze douget seurt pennwiskoù, tost a-walc'h d'ar c'hokochnik a c'holoe an tal hag ar penn.

Douget e veze betek an XXvet kantved, ha betek ar bloavezhioù 1920 e oa ur pezh dilhad eured hengounel. Kokochnik perlez a veze lakaet goude dimeziñ, ha douget gant ar wreg betek ma veze ganet he bugel kentañ, ha goude se e wiske anezhañ nemet evit ar gouelioù. E lec'hioù 'zo e veze douget nemet e-pad tri devezh kentañ an eured. El lec'hioù-se e veze douget pennwiskoù all - mouchouer pe tog, hag ar c'hokochnik ne oa ken nemet ur c'hiz eured.

"Koantenn rus" gant Konstantin Makovski, 1900.

Lez an impalaer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzet e oa dougen kokochnik d'ar merc'hed eus an noblañs gant an impalaer Pêr Iañ e-tro ar bloavezhioù 1700 pa glaske lakaat anezho da zougen dilhad Europa. Evit-se e oa graet un urzh ispisial. Met lakaet e oa en-dro goude evel lodenn dilhad al lez merc'hed gant an Impalaerez Katelin II. Gant brezelioù Napoleon e save an dedenn evit an dilhad hengounel. Er bloavezhioù 1812-1814 e veze douget "sarafanoù" c'hlaz a ruz e mod "rus". Seurt sarafanoù a veze douget gant an impalaerezed.

Abaoe 1834 e veze douget dilhad al lez nevez, ouzhpennet gant ar c'hokochnik. Seurt dilhad a veze douget gant ar plac'hed-enor betek an dispac'h 1917. Stumm ar c'hokochnik a oa disheñvel diouzh ar pennwiskoù orin, ha tostoc'h ouzh pennwiskoù Azginivelezh Italia.

Impalaerez Aleksandra Feodorovna, 1836.
Impalaerez Katelin II, bloavezhioù 1770.
Impalaerez Maria Feodorovna gant Ivan Kramskoy, 1881.
Kokochnik goubernia Iaroslavl.