Kevre Peloponnesos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar c'hevredadoù e deroù Brezel ar Peloponnesos:

██ Kevre Delos

██ Kevre ar Peloponnesos hag e gevredidi

Kevre ar Peloponnesos a oa ur c'hevredad e Peloponnesos adalek ar VIvet betek ar IVvet kantved kent J.-K.

Deroù ar c'hevre[kemmañ]

E diwezh ar VIvet kantved e oa deuet Sparta da vezañ ar Stad c'halloudekañ e Peloponnesos, hag e oa hegemon Argos, an eil Stad c'halloudekañ eno, war an dachenn bolitikel ha war hini ar brezel. Sparta a gavas daou gevredad galloudus, Korintos hag Elis, o tiskar an tiranterezh e Korintos, hag o sikour Elis da gontrolliñ ar C'hoarioù olimpek. Sparta a zalc'has gant ar strategiezh-mañ da c'hounit kevredidi all d'he c'hevre. Sparta a faezhas Tegea en ur brezel harzoù ha kinnig dezhi ur c'hevredad difenn hollbad.

Kalz Stadoù all eus kreiz ha norzh Peloponnesos a antreas er c'hevre, hag a-benn ar fin e vodas holl Stadoù Peloponnesos war-bouez Argos hag Ac'haia. Pa oa pladet Argos gant Sparta en un emgann e 546 e voe diazezet hegemoniezh Sparta da vat.

Aozadur ar c'hevre[kemmañ]

Sparta e oa hegemon ar c'hevre a oa kontrollet gant kuzul ar gevredidi, ennañ div elfenn. Bodadeg ar Spartaiz e oa an hini gentañ, ha kendalc'h ar gevredidi e oa an eil. Kement Stad kevredet he doa ur vouezh ennañ, forzh peseurt ment pe galloud geopolitikel en dije. Ne veze paeet truaj ebet nemet en amzer vrezel, pa c'halle bezañ goulennet un drederenn eus holl arme ur Stad gant Sparta. Sparta hepken a c'halle gervel ur c'hendalc'h eus ar c'hevre. Skoulmet e oa an holl gevredadoù gant Sparta hepken, hag ar Stadoù izili a ranke sevel o c'hevredadoù dezhe o-unan etrezo. Ha daoust ma oa ur vouezh gant pep Stad, ne oa ket ret da Sparta heuliañ divizoù ar c'hevre. Abalamour da se ne oa ket Kevre ar Peloponnesos ur "c'hevredad" e ster strishañ ar ger. Ne voe ket peloponnesian hepken atav kennebeut peogwir e oa bet degemeret ennañ Stadoù eus broioù all eus Henc'hres.

Pourchas a rae ar c'hevre surentez ha gwarez d'e izili. Ur c'hevre mirour e oa a harpe kentoc'h an Oligarked hag a enebe ouzh an tiranterezhioù hag an demokratiezhioù.

Istor ar c'hevre[kemmañ]

Goude ar Brezelioù medek e vrasaas ar c'hevre da zont da vezañ ar C'hevre hellenek, o tegemer Aten ha Stadoù all. Renet e oa ar c'hevre hellenek gant Paosanias, met pa oa galvet en-dro da Sparta e oa renet gant Kimon eus Aten. Sparta en em dennas neuze eus ar c'hevre-se ha savet e voe Kevre ar Peloponnesos a-nevez gant kevredidi orin Sparta, tra ma zeue ar C'hevre hellenek da vezañ Kevre Delos, renet gant Ateniz. A-benn ar fin e tarzhas ar brezel etre an daou gevre e-doug Brezel ar Peloponnesos. Dindan renerezh Sparta e faezhas ar c'hevre Ateniz hag o c'hevredidi e 404 kent J.-K..

Er bloavezhioù 370 e tisklêrias ar c'hevre ar brezel da Debez hag e oa kannet da vat e 371 kent J.-K. en emgann Leuktra. Tebez a redias neuze Korintos ha keodedoù all ar c'hevre da zilezel Spartaiz. E 365 kent J.-K. e oa divodet Kevre ar Peloponnesos pa oa savet Kevre Korintos gant Fulup II Makedonia, tad Aleksandr Veur, goude m'en doe kannet armeoù Tebez hag Aten. Diwezhatoc'h e oa kemeret lec'h Kevre ar Peloponnesos er Peloponnesos gant Kevre Ac'haia.

Liammoù diavaez[kemmañ]