Kavell (pesketa)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kavell da dapout legistri
Kevell

Kavell eo an anv a vez graet eus ur seurt paner lakaet er mor eurvezhioù-pad gant ar besketaerien evit tapout kresteneged (grilhed, kevnid-mor, legistri).

Aozet eo ar c'hevell e doare ma ne c'hell ket mui al loened-mor mont er-maez anezho pa vezont aet e-barzh.

Graet e vez kevell e meur a zanvez : aozilh, plastik, lavnennoù koad hag all.
Graet e vez kavell ivez eus ur baner hep dourgen evit lakaat bara da skouer.