Kastell Tullgarn

Eus Wikipedia
Kastell Tullgarn

Kastell Tullgarn zo ur c’hastell e Sveden, e kumun Södertälje, e kontelezh Stockholm hag e proviñs Södermanland. E goueled ur pleg-mor emañ, hag a zo digor war ar Mor Baltel.

Savet e voe ar c’hastell kentañ e dibenn ar XVIvet kantved. Eus kreiz ar XVIIvet kantved eo an hini a weler bremañ, dezhañ tri estaj ha tri zour, daou ront hag unan karrez. A bep tu d’ar savadur pennañ ez eus div gazel hag ur porzh etrezo.

Abaoe 1935 emañ war ur roll monumantoù istorel (Byggnadsminne). Bez’ ez eo unan eus an unnek palez roueel a zo e Sveden. Perc’hennet eo gant ar stad, met gallout a ra roue Sveden hag e familh ober o annez ennañ. Talvezout a ra dezho da gastell-hañv, tra m’eo Kastell Drottningholm o annez boas.

Gweladenniñ ar c’hastell a c’haller.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.