Kastell Örebro

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Örebro

Kastell Örebro zo ur c’hastell eus ar Grennamzer en Örebro, e proviñs Närke, e-kreiz Sveden. Kroget e voe d’e sevel er XIVvet kantved, da vare ar roue Magnus Eriksson. Kresket e voe dindan ren an tiegezh Vasa, hag adsavet da ziwezhañ war-dro ar bloavezh 1900.

Emañ ar c’hastell war un enezenn, er stêr Svartån. E-pad kantvedoù en deus talvezet da ziwall ar pont a dremen dreist ar stêr-se.

E-pad daou gantved eo bet lec’h-annez gouarnour ar gontelezh. Abaoe 1935 ez eo ur monumant digor d’ar weladennerien hag ur mirdi zo ennañ.