Karl Lange

Eus Wikipedia

Karl Lange (Hamburg, 28 a viz Here 1915), a oa bet bac'het gant an nazied abalamour d'e revelezh.

E 1935, pa oa Lange ugent vloaz, e oa bet kontet d'ar polis en dije bet darempredoù dre guzh gant ur paotr 15 vloaz ha harzet hervez ar Mellad 175 hag a lakae an heñvelrevelezh da dorfed.

Laosket e oa bet da vont goude pemzek miz, met harzet e oa bet e 1937 en-dro ha kaset d'an toull-bac'h e Fuhlsbüttel ha neuze da doull-bac'h Waldheim. Eno en doa bet un taol-nervus.

Goude ar brezel e stagas Lange da labourat en un ti-bank, met skarzhet e oa bet raktal pa glevas rener an ti e oa bet barnet gant an nazied evit "torfedoù reizhel".

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.