Karl Friedrich von Baden

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Karl Friedrich von Baden, gant Johann Ludwig Kisling

Karl Friedrich von Baden, pe Karl Friedrich Baden, ganet e Karlsruhe e 1728 ha marvet eno ivez e 1811, a oa markgrav Baden, ha kentañ dug-meur Baden adal 1806 betek e varv e 1811.

Ren a reas war-lerc'h e dad-kozh Karl Wilhelm von Baden-Durlach, markgrav Baden-Durlach e oa eveltañ adal 1738. Dre hêrezh e teuas a-benn da vodañ en-dro douaroù e diegezh e 1771, ha setu eñ markgrav Baden. E 1803 e oa dilenner Baden hag e 1806 e voe savet da zug-veur gant an impalaer gall Napoleon Iañ.

Dimezioù ha bugale[kemmañ]

Div wech e timezas.

Gant e bried kentañ Karoline Luise von Hessen-Darmstadt en doe pemp bugel:[1]:

Gant e eil pried, Luise Karoline von Hochberg, en doe pemp bugel all.

Notennoù[kemmañ]

  1. http://www.genealogy.euweb.cz/baden/baden4.html#KF