Kaozeal:Ulster

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ret eo klask ober an traoù en un doare poellek. Betek-henn e kase kement doare saoznek eus proviñsoù Iwerzhon (Leinster, Munster, Connacht hag Ulster) d'an titl gant an anv iwerzhonek (Cúige Laighean, etc.). Abeg ebet da derriñ ar reizhiad-se a zo aes, dreist-holl p'eo dianav a-walc'h ar stummoù iwerzhonek d'ar vrezhonegerien, ha p'eo anavezet a-walc'h ar stummoù saoznek a vo klasket da gentañ moarvat. War ar marc'had e oa ur bern traoù a-dreuz e-barzh an tamm tra nevez-savet. Liammoù fall: n'eo ket "Uladh" met Ulaidh; titouroù fall: n'eo ket Ulster kevatal da Norzhiwerzhon (n'eus nemet al lealourien a glask ober ar c'hemmesk-se); etrewiki fall... Kas a ran an danvez adkempennet d'ur bajenn Ulster (disheñvelout), evel ma vez graet gant ar yezhoù all.--Trec'hlid mitonet 20 C'hwe 2012 da 13:08 (UTC)[respont]

N'eo ket evel se e vez kaozeet gant ar genlabourerien, hag estrevit en ur gokenn e vez kavet poell. Ne adlavarin ket pezh a soñjan eus an doareoù-se, anavezet eo. Bianchi-Bihan 20 C'hwe 2012 da 14:25 (UTC)[respont]
Klasket em eus displegañ (ha n'eo ket ar wech kentañ), gant poentoù sklaer. Ha klask a rez kompren an abegoù a vez roet? --Trec'hlid mitonet 20 C'hwe 2012 da 15:46 (UTC)[respont]