Kaozeal:Slobodan Milošević

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ha reizh eo e rummata evel "torfedour brezel" e gwirionez? rak daoust ha ma oa bet tamallet da vezañ kaset da benn torfedoù brezel ne oa ket bet achuet ar prosez. ha rummatet e evz an dud hervez an tamalloù a vez graet oute hep ma vijent barnet da vat? tamallet e voe bet Ariel Sharon gant lod ivez da vezañ torfedour brezel p'am eus soñj mat met n'am soñj n'eo ket eñ bet renket evel-hen. pa reer war dro un oberenn sañset da vezañ skiantel evel hennezh ec'h eo gwell atav ober gant ar fedoù kentoc'h evit ar pezh a soñj an dud, kea?--Neal 13 Meu 2006 da 07:52 (UTC)[respont]

  • Petra zo d'ober ? Dasorc'hiñ anezhañ evit mont betek penn ar prosez ? Sevel a rin ur goulenn ofisiel met n'on ket sur e vo asantet gant ar vatikan. --Fulup 13 Meu 2006 da 20:23 (UTC)[respont]
    • bezañ pe vezañ, n'eo ket bet barnet, nemet tamallet. bev pe varv an dud a c'hell ar procez kederc'hel. ar fedoù a zo ar fedoù: betek-hen n'eo ket hennezh bet barnet evel "torfedour brezel" (na tamallet eo bet kroatiz ivez, m'enfiñ se zo un istor all...)--Neal 14 Meu 2006 da 07:48 (UTC)[respont]
  • Me a gav din ez eus da vont diwar disoc'h ar barnadennoù ha tra ken, mod all e vo politikel-tre an traoù hag emaomp o vont d'en em goll. "Torfedour brezel" zo ur c'heal gwirel : n'eus ket bet kaset argerzh reizhel ebet a-enep da Sharon, a gav din, da zirummata neuze d'am soñj, Milosevic a oa o vezañ barnet, da zirummata ivez met dindan ur rummad nevez a c'hellfemp lakaat anezhañ : "tamallet a dorfedour brezel". --Neert 26 Meu 2006 da 11:52:06 (UTC)
    • ya, a-du penn-da-benn. tamallet e oant bet o-daou met barnet ne oa ket hini ebet dioute. ne lâren nemet e vefe mat rummata an daou den en henvelep mod. disheñvel-tre eo bezañ tamallet ha bezañ barnet evel-just.--Neal 26 Meu 2006 da 12:17 (UTC)[respont]