Kaozeal:Romulus ha Remus

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gwall skort eo ar pennad-mañ ; n'ajen ket d'e beuzklokaat koulskoude, gant aon rak gouiziegezh kuzh divent an aozerion.
Div evezhiadenn hepken a rin :
a) - N'eus daveenn ebet : a be lec'h e teu ar vojenn-se ? Petra eo ar ster anezhi ?
b) - Ur vojenn eo : petra eo ar wirionez ? N'eus meneg ebet eus ar c'hoari politikel a zo bet gant ar ger latin lupa, a dalvez kement ha "bleizez" en e ster kentañ, gwir eo, ha kement ha "gast" en e eil ster (luc'haj), ker gwir all eo ivez ; gant ur c'hast e voe maget R & R (n'eo ket Rolls & Royce ).
Unan eus gwengelioù kemplezhañ istor mab-den eo hini R & R ; evit gouzout hiroc'h, studiit donoc'h mar plij ganeoc'h, pe lennit ar Wiki er yezhoù all (e latin ivez, kement hag ober). 2.14.177.135 21 Kzu 2012 da 20:38 (UTC)[respont]

Ya, skort eo (evel m'eo skort ivez en un toullad yezhoù all: kembraeg, islandeg...). Skortoc'h c'hoazh e oa un nebeud eurvezhioù a-raok pa ne oa netra. War a seblant e ouiez traoù, neuze ez out pedet da astenn, reizhañ, gwellaat... ar pennad, evel ma c'hall nep brezhoneger ober.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Kzu 2012 da 10:02 (UTC)[respont]
Al labour a vez graet gant al labourerien, e pep wikipedia. Gant sellerien ne vez ket graet kalz a dra.
Kempleshañ, kentoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Kzu 2012 da 10:46 (UTC)[respont]