Kaozeal:Raganv nepreizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ret e vefe kemmañ titl ar pennad-mañ > "Raganv nepreizh e brezhoneg" rak ne denn nemet da se. Pe e soñj emañ an dud ouzhpennañ traoù all o tennañ d'ar raganv nepreizh, da skouer, displegañ petra eo e termenoù skiantel? Diaes eo goût hag-eñ eo achu ar pennad pe get pa n'implijer ket ar patrom Patrom:LabourAChom.

E gwirionez ivez ne denn ket ar skouerioù d'ar raganav nepreizh met d'ar jener (pe reizh, ne vern) yezhadurel (benel) implijet e brezhoneg pa reer gant brizhraganvioù, da lâret eo raganvioù gante daveenn resis ebet, gante un arc'hwel kevreadurezhel brizhrenadennel) e brezhoneg. Netra da elet gant raganvioù nepreizh (s.o. gender-neutral pronoun), d.s. raganvioù nepreizh eo "me", "te", "ni", "c'hwi" hag "int" e brezhoneg, keit ha ma n'eo ket nepreizh nag eñ" na "hi".

Hep ma vije kemmet an titl (ha n'eo an danvez) ne c'hallfe ket unan bennak sevel ur pennad diwar-benn ar pennad a vez graet oute "raganv nepreizh" war dachenn ar yezhoniezh.

Hag a-enep kemm an titl eo hini pe hini? N'eo ket an hini bet kinniget ganin eo a rankfe bezañ lakaet da ditl nevez ivez, evel-just. N'eus ket nemet kinnig un titl nevez all. --Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 06:13 (UTC)[respont]

Morse ne vez echu pennad ebet. Boulc'het eo, tra ken.
Souezhusat tra, ur pennad diwar-benn ar raganv nepreizh e brezhoneg skrivet e brezhoneg. Ma kavez traoù all da lakaat e oari petra ober ganto.
Ma fell deomp (ne gredan ket e vije c'hoant an holl) tostaat ar wikipedia ouzh ezhomm ar vrezhonegerien, ha dreist-holl ouzh re ar skolioù, e vo ret kaout pennadoù yezhadur, e-kichen ar re yezhoniezh, ha ne vo ket mesket an traoù.
Danvez ar pennad zo tennet eus Jules Gros. Ha ne oa ket ur yezhoniour. Evel kalz brezhonegerien all en e raok. Bianchi-Bihan 23 Mae 2007 da 07:26 (UTC)[respont]
Hmm, me gav em boa skrivet n'em boa netra a-enep da danvez ar pennad. Ur gudenn eo an titl avat dre ma n'eo ket reizh e-keñver termonologiezh skiantel hag etrebroadel ar yezhoniezh ha diaezsaat a ra an titl sevel ur pennad ledanoc'h diwar-benn ar reganvioù nepreizh dre vras hep ma tennfent war-eeun d'ar brezhoneg. Kinnig kemmañ an titl ne ran ken evit sklaeraat da be danvez resis e tenn ar pennad.
Displegañ a rin buan-ha-buan perak n'eo ket reizh an titl "raganv nepreizh": ar reizh yezhadurel pe ar jener a zo ur rummad yezhadurel (hag a c'hell bezañ liammet pe get gant ar gwirvoud, ha peurliesañ en devez ar jener yezhadurel ur c'hraoñiell semantikel). E brezhoneg ez eus raganvioù nepreizh (da skouer "int") implijet e lec'h anvioù-kadarn benel pe gourel ha raganvioù all resis o jener, "en" (gourel) ha "hi" benel. Un dra disheñvel penn-da-benn eo brizhraganvioù (dummy pronouns), da lâret eo raganvioù, implijet evit leuniañ un toull kevreadurezhel, da skouer arc'hwel ar rener er yezhoù a rankont ober gant ur rener yezhadurel evit sevel ur frazenn reizh atav, pe c'hoazh, evel er skouerioù-mañ, arc'hwel ar renadenn gant verboù tranzitivel. Implijet e c'hell bezañ raganavioù gourel, benel pe nepreizh (mar bez anezhe en ur yezh reis) evit ober war-dro arc'hwel ar brizhraganvioù, da skouer:
nepreizh (saozneg): "it is raining"
gourel (galleg): "il pleut"
benel (kembraeg): "mae hi'in bwrw glaw"
Setu, ur wezh all, n'eus kudenn ebt gant danvez ar pennad, ha talvoudus ivez ne lârin ket ar c'hontrol. Met faos eo an titl.

--Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 11:38 (UTC)[respont]