Kaozeal:Orged
Degaset em eus un nebeut kemmoù a-benn ma chomo ar pennad man doujus ouzh ar sellboent kristen evel ouzh ar sellboentoù all. Gwall untuek e oa ar pennad a hend-all. N'am eus ket amzer d'ober gwelloc'h. Goulenn a ran hepken ma vefe tu da lenn ar pennad hep ur rakvarn a-enep ar feiz kristen. Diwar-benn an torr-dimezin da skouer e oa faos al lakadenn dwb loeiz XII. Difennet a viskoazh hag evit an holl eo an torr dimezin gant an Iliz. Tepod gwilhmod
- Keit ma vez doujet ouzh an holl savboentoù, kristen pe get, n'eus kudenn ebet.
- N'on ket sur ne vije nemet ur savboent gant ar gristenien, na gant ar gatoliked zoken. Marteze e c'haller rostañ en Ifern ma kousker gant ur plac'h hep tremen dre sakramant ar briedelezh, da neuze e kaver eno, ouzhpenn an holl dud digristen zo bet war an douar a-hed an Istor, un toullad beleien, kardinaled, ha pibien ivez. Ret eo reiñ anvioù? Bianchi-Bihan 26 Ebr 2008 da 10:22 (UTC)
Trist eo Bianchi Bihan gwelout ez eus kement a dud eveldoc'h desket a hend all a dra sur hag a chom dizesk kaer war ar relijion, hag a ro da grediñ traoù FAOS war ar relijion gatolik : en ho kerig amañ e tisonjit un dra a bouez : ar gristenien a zo pec'herien evel ar re all met gant sikour Doue hag an Iliz dre ar sakramantoù pergen e c'hellont bezañ salvet daoust d'o fec'hedoù , zoken ar re c'hrevusañ evel an avoultriezh, eveljust. N'eo ket fin kennebeut en ho prezeg lavarout e vije meur a savboent gant ar gatoliked. An hini a raen anv anezhan a zo hini kefridiel an Iliz eveljust. Bugelek eo hoc'h emzalc'h pa vez anv a relijion : anat eo ez oc'h evel an diaoul, ne blij ket deoc'h an dour benniget, met amañ war ar wiki eo ret deskiñ doujañ d'ar relijionoù.