Kaozeal:Orged

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Degaset em eus un nebeut kemmoù a-benn ma chomo ar pennad man doujus ouzh ar sellboent kristen evel ouzh ar sellboentoù all. Gwall untuek e oa ar pennad a hend-all. N'am eus ket amzer d'ober gwelloc'h. Goulenn a ran hepken ma vefe tu da lenn ar pennad hep ur rakvarn a-enep ar feiz kristen. Diwar-benn an torr-dimezin da skouer e oa faos al lakadenn dwb loeiz XII. Difennet a viskoazh hag evit an holl eo an torr dimezin gant an Iliz. Tepod gwilhmod

Keit ma vez doujet ouzh an holl savboentoù, kristen pe get, n'eus kudenn ebet.
N'on ket sur ne vije nemet ur savboent gant ar gristenien, na gant ar gatoliked zoken. Marteze e c'haller rostañ en Ifern ma kousker gant ur plac'h hep tremen dre sakramant ar briedelezh, da neuze e kaver eno, ouzhpenn an holl dud digristen zo bet war an douar a-hed an Istor, un toullad beleien, kardinaled, ha pibien ivez. Ret eo reiñ anvioù? Bianchi-Bihan 26 Ebr 2008 da 10:22 (UTC)[respont]

Trist eo Bianchi Bihan gwelout ez eus kement a dud eveldoc'h desket a hend all a dra sur hag a chom dizesk kaer war ar relijion, hag a ro da grediñ traoù FAOS war ar relijion gatolik : en ho kerig amañ e tisonjit un dra a bouez : ar gristenien a zo pec'herien evel ar re all met gant sikour Doue hag an Iliz dre ar sakramantoù pergen e c'hellont bezañ salvet daoust d'o fec'hedoù , zoken ar re c'hrevusañ evel an avoultriezh, eveljust. N'eo ket fin kennebeut en ho prezeg lavarout e vije meur a savboent gant ar gatoliked. An hini a raen anv anezhan a zo hini kefridiel an Iliz eveljust. Bugelek eo hoc'h emzalc'h pa vez anv a relijion : anat eo ez oc'h evel an diaoul, ne blij ket deoc'h an dour benniget, met amañ war ar wiki eo ret deskiñ doujañ d'ar relijionoù.