Kaozeal:Orestes (mitologiezh)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gomprenan ket perak e vije d'ur merour mirout un den bennak ouzh skrivañ tra pe dra : 1. Ma ne vez ket degemeret e reizhadennoù, pep skridaozer en deus an droad skrivañ e remerkoù war ar bajenn kaozeadenn 2. Ma ne vez kemmet ar pezh a vije da gemmañ pe da dilemel, ret eo goulenn ali an holl 3. Ma ya trenk an traou etre den pe zen (pe un den a-enep meur a zen) e c'heller goulenn d'ar verourien bezañ tredeoged 4. N'eus ket gant ur merour ar droad stankañ ur skridaozer hep goulenn ali an holl

G.S. : Resisaet e oe "Orestes, mab Agamemnon", daoust hag eñ e oe un Orestes all? --Ch. Rogel 30 Kzu 2007 da 15:06 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn gant Ch. Rogel : ne gavan ket yac'h na reizh e vije stanket kont un implijer gant ur merour peogwir ez eus tabut etrezo. Ret eo goulenn ouzh merourien all bezañ tredeoged. --Llydawr 4 Gen 2008 da 16:32 (UTC)[respont]
Ne gred ket din e vefe al lec'h mat evit komz eus kement-mañ. Mod all, n'eus ket tabut etre daou implijer, evel en deus klasket Bianchi-Bihan lakaat da grediñ. Na labouran ket war tem Hellaz kozh, nag a-raok, na war-lerc'h e vefe bet stanket Bianchi-Bihan. M'eo bet stanket Bianchi-Bihan, ez eo evit e emzalc'h hollek (lakaet e oa bet war evezh evit kement-mañ dija), hag evit nac'hañ dalc'hmat doujañ d'ar reolennoù votet er c'hendivizoù reolata. Met displeget em eus kement-mañ war bajenn kaozeal Bianchi-Bihan, ha war Kannadig ar verourien. Tu zo lenn ivez evezhiadennoù Neal pa oa bet lakaet Bianchi-Bihan war evezh amañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 4 Gen 2008 da 17:10 (UTC)[respont]
Marteze e talv un dra bennak ma evezhiadennoù ivez.
Pelec'h emañ al lec'h mat evit komz eus stankadennoù ur merour ha n'eo ket neptu?
Goulenn a ran un tredeog neptu.
Komz eus emzalc'h hollek zo evel ur sac'had koumoul, n'ouzer ket eus petra zo kaoz. Perak ne vije ket komzet eus niver hollek ar pennadoù savet ganin? Setu a zo resis ha fetis. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:36 (UTC)[respont]