Kaozeal:Liej

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Daoust hag en implij emañ ar stumm brezhonekaet Liej ? Ma n'emañ ket eo gwelloc'h ganin mirout ar stumm gallek Liège (stumm ofisiel ar vro), evel ma reer er Wiki finnek pe en hini portugalek..., er yezhoù komzet pell diouzh Belgia.--Llydawr 4 Her 2007 da 20:36 (UTC)[respont]

Abegoù mat ganeoc'h, met talvoudegezh ar "g" amañ a zo torr-penn ivez. Un adkas a chom, 'forzh penaos...Kadbzh 4 Her 2007 da 20:40 (UTC)[respont]
D'am soñj eo gwelloc'h lakaat ar pennad en anv diazezet mat, an hini ofisiel, ha mirout an adkasoù evit ar stummoù ral. Evel Liaej, a glotfe gwell gant an distagadur Patrom:Gwign. Bianchi-Bihan 5 Her 2007 da 01:31 (UTC)[respont]
A-du gant implijout ar stumm orin e til ar pennad. Displeget pelloc'h ma arguzennoù amañ ("Limbourg/Limburg"). Digor emañ ar gaozeadenn diwar-benn ur politikerezh envel ofisiel evit an anvioù-lec'h estren (amañ): mar teufer a-benn da dizhout ur c'henemglev e vef gouenzet kalzig amzer kollet o kaozeal diwar-benn stumm-resis ppe anv-lec'h ma vez savet ur penand diwar o fenn. Neal (Kaozeal) 5 Her 2007 da 09:45 (UTC)[respont]
Din da c'houzout, ne glot ket Liej
  • na gant ur stumm brezhonek anavet (met n'anavan ket pep tra)
  • na gant distagadur ar brezhoneg (Liêj, pe Liaej da neuze... met heñvel e vo graet evit holl anvioù Belgia? Moñs, Brugeu, Antverpen, Charleuroa?)
  • na gant ur stumm, ofisiel pe nann, en ur yezh eus ar vro,
  • na gant doareoù boas ar wikipedia-mañ, anvet "politikerezh" tu bennak.
A galon Bianchi-Bihan 5 Her 2007 da 09:22 (UTC)[respont]
A-du gant B-B war ar c'hraf-mañ (war-bouez ar fed m'emañ disheñvel ur politikerezh ofisiel diouzh ur boaz). Neal (Kaozeal) 5 Her 2007 da 13:48 (UTC)[respont]
A-du gant Bianchi-Bihan ha gant Neal. --Llydawr 5 Her 2007 da 20:33 (UTC)[respont]

War a welan ez eus un tamm kenemglev war ar c'hraf-mañ. Ma ne sav implijer ebet a-enep a-benn un nebeud devezhioù e vo lakaat ar c'henemglev-se da dalvezout evit holl lec'hioù Belgia d'an nebeutañ, da lâret eo implijout ar stumm ofisiel er yezh orin (galleg evit Wallonia izelvroeg evit Flandrez) evit envel ar pennadoù o tennañ da anvioù-lec'h Belgia. Merour (Neal) (Kaozeal) 6 Her 2007 da 08:25 (UTC)[respont]

A-du gant ar c'hinnig-se. Benoni (Kaozeadenn) 6 Her 2007 da 09:36 (UTC)[respont]
Akord ivez. Klaod. Kadbzh 6 Her 2007 da 17:46 (UTC)[respont]