Kaozeal:Les Paul

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Ar gitar tredan kalet" : ha reoù blot zo ? 90.32.112.62 25 Du 2015 da 19:03 (UTC)[respont]

Mein kalet zo. Mein blot n'eus ket. Na dent blot ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2015 da 19:52 (UTC)[respont]
Met ur c'hef dasson a oa da bep gitar, tredan pe get, a-raok ijinadenn Les Paul ; alese e vrud, dres a-walc'h, hag e vezañs en Istor ar sonerezh hag e Wikipedia. 90.32.112.62 25 Du 2015 da 20:05 (UTC)[respont]
Mat-tre : estregedout a oar kement-se. Skriv istor ar gitar pa gari, ha diwar-benn ar c'hemm a welez etre blot ha kalet, e-lec'h klask laou e penn an dud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2015 da 20:17 (UTC)[respont]
Estregedout a oar kement-se, me c'hwi ne ouiec'h ket, anat, pa ne oa ket bet meneget ganeoc'h. Hervez ar pezh hoc'h eus troet, den ne oar perak eo brudet Les Paul. Kendalc'hit da labourat, ma vo gwelet an disoc'h. Klaoustre ne rit nemet treiñ fall diwar Wikipedia, ha hep an disterañ gouiziegezh war an danvez. Re aes eo skrivañ forzh petra ha lezel tud all d'ober al labour sirius war ho lerc'h. Gouzout a ran seniñ ar gitar ("kalet" ha "blot"), ha mont a ran da welet hag-eñ ez eus ur pennad diwar-benn ar benveg-se er Wikipedia brezhonek ; spi am eus ne vo ket bet "skrivet" gant ur furlukin tagus a-seurt ganeoc'h. Ciao, pantin ! 90.32.112.62 25 Du 2015 da 20:30 (UTC)[respont]