Kaozeal:Lenn Veur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Boulogne eo anv gallek ar stêr, < galianeg onno ("stêr") [+ *bol- "boull" marteze]. Gw. Dottin, La langue gauloise, Slatkine Reprints.
Heñvel eo orin Ognon ("stêrig").
Acheneau = fr:chenal, war a hañval ; gw. amañ hag aze.
Da ziwall zo kent brizhvrezhonekaat anvioù estren, dav eo furchal un tamm kent embann. 2.13.79.201 10 Kzu 2012 da 20:58 (UTC)[respont]

Ar wikipedia brezhonek (koulz hag ar re all) n'eo ket ul lec'h enklask na furcherezh, nag un dra da lakaat traoù diembann (gwelet Wikipedia:Ar pezh n'eo ket). Ar pezh a lavarit amañ a vefe da lakaat - gant daveennoù - er pennadoù gouestlet d'ar stêrioù-se. An anvioù a oa a-raok war ar bajenn a oa testeniet ("Kartenn Breizh" Ofis ar Brezhoneg hag "Atlas Breizh" paneveken). Stummoù all (Bonun, "Bolun") a gaver gant Geriadur Vallée, ha "Bonun" a oa adkemeret gant Geriadur Roparz Hemon. Skrivañ a rae Vallée: «la forme ancienne est Bononia; phonétiquement une terminaison en -onia doit donner -un en breton moderne)». Ar stumm degaset ganeoc'h war ar bajenn ("Bolonna") na seblant bezañ testeniet e neblec'h ha ne zlefe ket bezañ lakaet war-eeun er pennad eta.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Kzu 2012 da 10:15 (UTC)[respont]