Kaozeal:Impalaeriezh ar Garolingidi
- Da'm meno e vefe gwelloc'h ober gant Impalaeriezh karolingat moarvat. --Fulup 15 Gen 2006 da 10:27 (UTC)
- Er pennad-mañ ez eus ul liamm diabarzh war-du ar pennad Impalaeriezh roman ar C'hornôg hag a zo bet graet un adkas anezhañ war-du ar pennad-mañ war-eeun. Da lavaret eo ul liamm etrezek an hevelep pennad. Tu a vo dit gwelet se Ch. Rogel ? --Fulup 15 Gen 2006 da 10:32 (UTC)
Kempennet eo bet. Evit anv an dinastiez e kavan dreist telc'her da dornlevr Istor-Geografiezh 5 vet emb. gant TES e 2001. Troet eo bet gant Pêr Drezen ha n'on ket a-du gantañ a-wechoù, met Karled, ar garlez vunut ha karlat a zo simploc'h ha brezonekoc'h hep mar ebet. Ret eo soñjal d'ar pezh a vez kelennet d'ar skolidi ha d'ar skolajidi. N'on ket sur ma ne vije gwelloc'h ober gant an azginivelezh garlat. --Ch. Rogel 15 Gen 2006 da 16:52 (UTC)
- Just a-walc'h, da'm soñj e vez graet gant karolingat gant an darn vrasañ eus ar gelennerien Istor ha se eo a gaver er geriadurioù abaoe Vallée. Kavet e vez ivez da termen nemetañ gant geriaoueg Diwan war an Istor. Perak mont da cheñch termenoù anavezet gant an holl abaoe keid-all ? Degas kemmesk n'eo ken m'eus aon. Karlat a zegouezh gwelloc'h evit "carliste", brezelioù karlat, guerres carlistes, guerras carlistas e Spagn. --Fulup 15 Gen 2006 da 17:29 (UTC)
- Karolingad, Karolingidi eo an termen a gaver e-barzh Istor Breizh Loeiz Elegoed, embannet gant TES.--Llydawr 15 Gen 2006 da 20:54 (UTC)
- Ma'z oc'h sur e vez graet gant karolingad hag all gant kelennerien war an istor, me zo prest da asantiñ ma vo chañchet ar gerioù. Un ali all marteze hag e rin. Evit ur wech ne gavan ket mat dibab Vallée hag e heulierien. --Ch. Rogel 15 Gen 2006 da 21:48 (UTC)
- En hevelep doare e kaver Merovingad, merovingidi, merovingat e-barzh Istor Breizh Loeiz Elegoed, embannet gant TES.--Llydawr 16 Gen 2006 da 17:17 (UTC)
N'eo impalaeriezh santel ha roman Karl Veur (800-987) da vezañ mesket gant Impaleriezh santel, roman ha german (962-1798). --Ch. Rogel 27 Du 2007 da 00:29 (UTC)