Kaozeal:Franck Bodenes

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur pennad Frank Bodenes zo ivez, kalz koshoc'h. --Llydawr (kaozeal) 17 Eos 2021 da 15:47 (UTC)[respont]

...ha gwarezet gant Y-M D e miz Meurzh 2011 !--2A01:CB08:8BB7:F100:5A3:7053:B7AE:120 17 Eos 2021 da 15:57 (UTC)[respont]


Anvet eo Frank Bodenes. Bez ez eus ur pennad a re : an hini bet skrivet d’ar 14 a viz Eost 2021. Diboell eo skrivañ (ha reiñ da lenn d'an dud) daou bennad evit un hinienn. Perak distummañ un anv bihan ? Savet e vo ur pennad Micheline Beyer, Marc Kerrain, Jean-Philippe Dupuy ha me oar-me e-barzh ar gont-se ?

Un dra zo sklaer evel lagad an naer : fellout a rae d'an den mont hebiou d'ar gwarez a oa bet lakaet war ar bajenn gozh.

Peseurt pal ? Silañ mennozhioù tuek ha personel, hep ma vije staget tamm notenn ebet evit gwiriekaat ?

Ma tisplij Frank Bodenes d'an hini en deus savet houmañ d’ar 14 a viz Eost e kavo lec'h all evit embann e soñjoù, war ar rouedadoù sokial pe er seizh avel. Ne vo ket miret ken nebeut da embann ur pennad diwar-benn "Franck Bodenes" war wikipedia gallek pa n’eus hini ebet.

An neb en dije c'hoant da gemmañ ar bajenn gozh war wikipedia brezhonek a zlefe bezañ aotret d'hen ober, o toujañ da reolennoù ar gumuniezh.

Evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

1) Arabat kontañ gaou : Franck Bodenes eo an anv ofisiel, meneget e meur a lec'h, ha war ur blog anavezet ganit : http://www.langue-bretonne.org/archives/2017/03/23/35085181.html ; un anv all zo war e levrioù, ha se zo meneget amañ ivez.
2) Ar pennad skornet e 2011 ne dalv ket ken : 10 vloaz zo tremenet abaoe, ha traoù nevez zo c'hoarvezet abaoe, daou levr bennak a dra sur. Ma'z eus unan da zistruj eta eo hennezh all.
3) Ret eo neptuekaat an HOLL bennadoù : se a vez graet dre genlabour etre an implijidi enrollet. Betek-hen n'eus hini ebet o lavarout ez eus tra dineptu er pennad-mañ. Ha ma'z eus, ret eo diskouez pelec'h, ha tennet pe kemmet e vo evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2021 da 15:32 (UTC)[respont]

Evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

En ur ober dek vloaz en deus bet amzer Bianchi-Bihan d'ober meur a gemm d'ar bajenn gozh. Koulskoude eo bet re verr evit dont a-benn da gemm anv an den a gav mat skrivañ Franck Bodenes e 2021, an doare nemetañ en deus kavet da c'hellout embann mennozhioù personnel diwar e benn. Rak anez da se ne c'helfe ket. Ma z'eus ur bajenn da skarzhañ enta n'eo ket ar bajenn gozh, bet gwarezet abalamour e oa neptuegezh enni, a berzh Bianchi-Bihan ha meur a implijer all, dizanv na petra. Setu a laka sevel goulennoù a sell ouzh piv eo krouer ar bajenn nevez ez ofisiel, anat eo d'an holl a lenno. Skarzhit an Doublenn ha diskornit ar bajenn gozh. Ac'haleze e c'hello Bianchi-Bihan kemm evel a gar, o silañ pezh a gar, d'an nebagar da neptuekaat e skridoù war e lerc'h.

Ne ran ket muioc'h a forzh eus ar pennad-se muioc'h eget eus ar pennadoù all. Met gwelet a ran e striv tud zo da glask "gwareziñ" pennadoù zo (eus peseurt dañjer, n'ouzer ket) evit kont ho mignoned, ha se a gavan iskis.
Hervez reolennoù wikipedia e c'hall pep implijer sevel ar pennadoù a gar. Goude e vez kaoz eus penaos o gwellaat, o neptuekaat, hag all.
Den ne c'hall kemmañ netra (nag ober anv eus oberennoù nevez) en ur pennad morailhet (perak?) abaoe dek vloaz : klask hag e weli. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2021 da 19:28 (UTC)[respont]