Kaozeal:Aten

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Stummoù all zo bet implijet e pennadoù all. Bernez Bernioù 20 Ebr 2006 da 11:20 (UTC)[respont]

Ret e vije dibab ur reolenn sklaer, hini al levrioù yezhadur: ne vez ket lakaet ar ger-mell dirak an anvioù broioù brezhonek. Pe "an Attik", pe "Attika". Graet em eus gant Atena e-lec'h Aten e lec'h all. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2006 da 16:45 (UTC)[respont]

a-du. din-me eo heñvel avat an doare ma vez graet. evit an arabeg e oa bet savet ur c'hinnig bet labouret warnañ war-lerc'h evit ober war-dro an treuzskrivañ. ne vefe ket fall ober un dra heñvel evit ar gresianeg (en ur blediñ gant an diforc'hioù bras etre an henc'hresianeg hag ar gresianeg a-vremañ evel-just).--Neal 21 Ebr 2006 da 16:52 (UTC)[respont]

sellit ouzh al liamm talvoudus-mañ: [Lec'hanvioù gresianek war ar wikipedia e saozneg]--Neal 21 Ebr 2006 da 18:41 (UTC)[respont]

Ya, ret eo diazezañ reolennoù. Meur a wech on bet lakat diaes gant ar gresianeg er pennadoù diwar-benn ar c'hantvedoù, ar bloavezhioù pe Egipt. Talvoudus e kavan sellet petra eo bet dibaboù ar yezhoù all. Kavout a ran eo poellek a-walc'h ar wiki alamanek a glask doujañ d'ar yezh orin peurliesañ. Dedennus eo an doare zo ganto da alamanekaat skritur gerioù zo ivez. Traoù mat zo da dapout evit ar brezhoneg. Diouzh an tu all eo ret kemer e kont ar boazioù evit lec'hioù anavezet zo. Aten zo diazezet mat, da'm meno-me. --Fulup 21 Ebr 2006 da 19:40 (UTC)[respont]
Skuizhus eo gwelet reolennoù kontrol an eil d'eben, implijet a-hed hag a-dreuz. Implijet e vo Rom pe Roma? Aten, Atena, Atenas? Martinik pe ar Martinik? Tonkin pe an Tonkin? Frañs pe ar Frañs? Breizh pe ar Vreizh?Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 07:56 (UTC)[respont]

Lec'hanvioù[kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar gaozeadenn gozh-mañ: Kaozeal:Roll riezoù ar Bed Neal 22 Ebr 2006 da 15:15 (UTC)[respont]

Treuzlizherennadur gresianek[kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar bajenn-mañ: Treuzlizherennadur gresianek Neal 22 Ebr 2006 da 15:15 (UTC)[respont]