Kaozeal:Roll riezoù ar Bed

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

penaos brezhonekaat anvioù broioù estren en un doare kempoell?[kemmañ ar vammenn]

setu un nebeut traoù bet kavet ganin e roll anvioù divoutin o tennañ d'an douaroniezh embannet er geriadur hollvrezhoneg (eil mouladur) bet embannet gant an here hag on nec'het gante. ret e vefe klask un diskoulm hag ur politikerezh ledan war an dachenn-mañ kentrezomp-ni holl d'am soñj.

1. perak e vez skrivet Costa Rika ha n'eo ket Kosta Rika? ha ma'c'h eo Costa Rica eo a rankfer ober gantañ , eus pelec'h e teu ar ger Kostarikan neuze? ha peseurt lostger eo -an e brezhoneg? perak chom hep ober gant -ad, da lâret eo Kostarikad-Kostarikiz = tud eus Kosta Rika? ha ne vefe ket eeunoc'h?
2. perak e vefe Dominica (> Dominikad) gant c ha neuze gant k met Republik Dominikan gant k pa deu and daou c'her eus Dominica(n) gant c. evit ober an diforc'h? n'eo ket ezhomm, trawalc'h eo ober gant Republik Dominika(t) ha Dominika kea?.
3. Perak e vez graet gant Ecuador kentoc'h evit Ekwador? ha sakr eo al lizherenn c pa teu eus ar spagnoleg met n'eo ket pa deu eus ar saozneg pe ar galleg (kv. Kameroun, Kanada, h.a.)?
4. perak ober gant Makau kentoc'h evit Makao pe Makau? un treuzkrivadur eus ar c'hantoneg eo n'eo ken.
5. perak e vez graet gant Iraq kentoc'h evit Irak? ha skrivet e vez bewech ar qof arabek gant q e brezhong? (koran pe qouran?). perak e vez graet neuze gant Irakad kentoc'h evit Iraqad? ar memestra evit Qatar e-lec'h Katar (ar wech-mañ e vez kavet Qatarad ha n'eo ket Katarad...!)
6. perak ne vez ket doujet d'ar memes lizherenn pa deu eus yezhoù all estreget an arabeg, d.s. Qazaqstan > Kazakstan.
7. petra a dalvez ar skrap e Reykyavík? evit diskwel eo hir ar vogalenn-se, evit diswel lec'h an taol-mouezh...?
8. penaos e rankfer distagañ 'y' e kyrgyzstan (> Кыргызстан)? ha ne vefe ket poelloc'h brezhonekaat kirgizstan pe diswel a ra vefe ret e distagañ evel er yezh orin? ha goût a ra an dud penaos ober neuze?
9. peseurt diforc'h zo etre Singapour(a) ha Singapour(a)? (sic. pajenn 1433), hag ur fazi moullañ an hini eo? Marteze a-walc'h e felle da dud an here skrivañ Singapour(a)/Singapor(a). ha neuze, fazioù all a seurt-se ne c'hellfe ket bezañ ivez gant anvioù broioù all?
10. petra dalv an tok war an e e Viêt Nam e brezhoneg? hag un diverradenn eo evel mên, lâret pe kornôg?? e vietnameg e talvez da diswel vez distaget serroc'h evit an e hep tok. ha pa vez ret pegañ ouzh ar skritur orin, perak e vez implijet an tok war an e met ankounac'haet ar pik dindanañ? (vietnameg: Việt Nam)
11. perak e vez graet gant an div lizherenn kh implijet gant ar saozneg hag ar galleg pa'z eus e brezhoneg ul lizherenn evit ar son-se? da lâret eo Abkhazia e lec'h Abc'hazia. ar memestra evit Navajo e lec'h Navac'ho...
12. penaos e ranker distagañ anv ar vro-mañ: Adygeia? hag evit ar re o deus lâret din e vije gwell ober gant Kazakstan kentoc'h evit Kazac'hstan a-benn ober gant ar stumm orin kazakek/kazac'hek kentoc'h evit an hini rusek, perak chom hep ober ar memestra amañ ivez, kv. ruseg: Республика Адыгея; adigeg (pe adygeieg???): Адыгэ Республик)
13. Hag Iruñea eo kêrbenn Euskal Herria?: "Hiriburua Gasteiz da, eta bertan aurkitzen dira Eusko Jaurlaritza eta Eusko Legebiltzarra." [1]
14. Hag A Coruña eo kêrbenn Galiza?: " Santiago de Compostela é a capital cun estatuto especial, dentro da provincia de A Coruña." [2]
hag en em c'houlenn a ran, ma'ch eus bet kemmet-adkemmet tra ope dra gant an here evit o reizhañ, perak ne vefe ket tu da reizhañ c'hoazh fazioù silet e-barzh ar pezh a zo bet embannet gant an here (pe TES, pe Ofis ar Brezhoneg)? da skwer:
Maoritania (roparzh hemon) > Maouritania (1ª embannadur an here) > Maoritania (2l embannadur an here).
Kalaikia (roparzh hemon) > Galiza
Din-Edin (roparzh hemon) > Dinedin (an here) kv. gouezeleg bro-skos: Dùn Èideann
ha n'eus ket tu d'ober kemendall gant fazioù pe traoù ken digempouell all bet embannet e eil embannadur geriadur an here? trist e vefe d'am soñj rankout kenderc'hel d'ober gant fazioù e peplec'h peogwir ne vo ket savet un trede embannadur nemetken. dav e vefe d'ar wikipedia e brezhoineg dont da vezañ ur patrom sirius a c'hellfe talvezout evel benveg evit "glanaat" ar yezh kentoc'h evit mont da heulhepmuiken.
hag o soñjoù-hu neuze?

--Neal 3 C'hwe 2006 da 10:42 (UTC)[respont]

Evidon-me pa z'eus ur roll savet gant tud a zoare (roll anvioù divoutin o tennañ d'an douaroniezh - Geriadur An Here), n'eus ket tu cheñch hervez e ijin ken fur e ve. Furoc'h e vo ar vrezhonegerien pa vint gouest plegañ d'ur reolenn. Kenstag eo roll an Here dre vras ha gwelloc'h eo implij anezhi (nemet ar fazioù dwb ar c'hêrbennoù). Ma vo chañchet e vo graet gant ar remziad da zont. Perak e vije ur patrom ar Wikipedia a-raok m'eo bet heuliet ar reolenn gentañ? Mat e vo kinnig doareoù all pe er pennadoù pe er pajennoù kaozeal. --Ch. Rogel 4 C'hwe 2006 da 01:03 (UTC)[respont]


    • ne gomprenan mann ebet... tud a doare e c'hell bezañ hep mar ebet war tachenn-pe-dachenn, met war homañ avat n'int ket bet gwalñl awanet evit ober mat an traoù. hag heuliañ ar reolenn emit-hu? peseurt reolenn? sentiñ ha doujañ d'ar pezh a zo bet savet gant re an here zoken pa'z eo sklaer ez eo fazius? ha perak eo bet gouest re an here da chench an traoù oa oa bet graet en o raok-i gant roparzh hemon da skwer pa deue sklaer e oa fall ar pezh a oa bet graet gantañ? a-raok heuliañ reolennoù an here e rankfen goût da gentañ peseurt reolennoù a zo bet heuliet gante evit sevel anvioù ar broioù estren hag goût ivez hag-eñ e oa bet heuliet gante o reolennoù-i da gentañ - rak ma oa ur reolennnoù gante ha ne oa ket bet heuliet gante gant an termen-mañ'r-termen petra e vefe ret ober, heuliañ o reolenn pe heuliañ o skwer, rak war a welan n'eop ket ar memestra atav. da skwer: ret eo sevel an anvioù-bro diwar an anv er yezh-orin pe, lakaomp, diwar ar ruseg: ne vez ket lakaet da dalvezout ar memes reolenn a vro da vro... ar gudenn a sav neuse: penaos ober pa vez ret brezhonekaat anv ur vro n'emañ ket e roll an here - peseurt reolenn pe peseurt skwer heuliañ?

bevet am eus traoù heñvel a-walc'h gant ar galizeg, aet pelloc'h hag abaoe muioc'h a amzer war an dachenn-mañ evit ar brezhoneg, ha chom hep reizhañ traoù buanig a-walc'h war digarez heuliañ reolennoù ha skwrioù tud zo en ur c'hoût e c'hellont bezañ faos a gas da gudennoù brasoc'h war-lerc'h m'en ho asur. --Neal 4 C'hwe 2006 da 08:05 (UTC)[respont]

setu ur goulenn fetis-tre neuze na oaran ket diskoulmañ nemet dre heuliañ an alioù bet roet ganin ar sizhunioù trement-mañ:

diouzh un tu e vez lâret din e rankan ober gant ar stumm Israel kentoc'h evit Stad "Israel" rak evel-se eo bet degemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet (gwelet pajenn koazeal stag ouzh ar pennad yuzev-berbereg [3]). mat pell 'zo - alioù ha divisoù an aozadur an hini e a vefe ret heuliañ neuze hervez tud zo en ur c'hoût n'eus bet embannet mann ebet gant ar Broadoù unanet a denn d'ar brezhoneg, evel-just...)

gant ar memes tud e vez lâret e ranker heuliañ atav ar pezh a zo bet embannet gant an here. ac'hanta...

aze 'mañ an dalc'h 'ta: penaos ober pa ne glot ket un termenn embannet gant an here hag an hini embannet gant ar Broadoù Unanet? Ouzh pivv eo ret sentiñ?

lakaomp ur skwer fetis-tre m'az eus bet savet dij ha tabutet war ar bajenn rouestlet d'a Gazac'hstan [4]

gant an here ez eus bet embannet e rankfr ober gant ar stumm Kazakstan - tennet sañset diwar ar c'hazac'heg en ur vrezhonekaat q > k (Қазақстан, Qazaqstan), en ur c'hoût ne vez ket graet keñvel avat pa vez ret brezhonekaat anvioù arabeg enne ar memes son hag e vez skrivet q e brezhoneg hervez an here, d.s. Iraq, nemet e vefe komz eus an annezidi eus ar vro-se pa ranker ober gant k, d.l.e Irakad ha neket Iraqad. ur reolenn luziet a-awalc'h d'm soñj, m'enfiñ, m'az eo a-du an dud da heuliañ ha klask lakaat e plesutr suert reolennoù pa tey an amzer da vrezhonekaat anvioù broioù all n'int ket war roll an here, chañs vat dezhe!

diouzh an tu all, avat, gant ar Broadoù Unanet [5] e vez implijet anv ar vro-se o tont eus ar ruseg (Казахстан), d.s. Kazakhstan e saozneg hag e galleg (ma vez diskwelet ar son /X/ gant an div lizherenn kh evel boaz) ha Kazajstán e spagnoleg, o lakaat da dalvezout skritur ar son /X/ >j> (jota) ma'z eus anezhañ er yezh-se.

boñ, evit ar re a lâr ez eo ret doujañ d'ar Broadoù Unanet ha d'an Here, penaos ober? rak heuliet em boa ali ar Broadoù Unanet pa'm boe graet gant Kazac'hstan e brezhoneg met ne blije ket an diviz-se da lod rak ne glote ket gant ar pezh a oa bet embannet gant an here pe me 'oar me.

e berr gomzoù, n'eo ket trawalc'h lâret e reankfer heuliañ rolennoù an aozadur-mañ'n-aozadur pa bne vez ket sklaer peseurt reolennoù a zo bet hueliet gante diouzh o ferzh ha dreist-holl penaos ober pa ne glot ket divizoù an eil gant re egile...

liammoù talvoudus:


http://dglf.culture.fr/culture/dglf/ressources/pays/pays.htm http://www.iso.org/iso/en/prods-services/iso3166ma/02iso-3166-code-lists/list-en1.html http://www.pcgn.org.uk/Country_names.htm http://www.geocities.com/Athens/9479/welcome.html http://www.columbia.edu/acis/ets/Graesse/contents.html

--Neal 4 C'hwe 2006 da 11:11 (UTC)[respont]


War ar bajenn kaozeadenn Wikipedia.en diwar-benn Kazakhstan ez eus un diviz evit "k" pe "kh". War a seblant e teu "kh" rusianek evit disheñvelout "Kazak" diouzh "Kozak". Iskomandant Marc'heg 4 C'hwe 2006 da 21:09 (UTC)[respont]

ya, sklaer eo kemn-mañ. aze n'emañ ket an dalc'h avat. ne ra forzh e gwirionez hag-eñ e vez brezhonekaat ar stumm o tont eus ar ruseg pe eus ar c'kazac'heg. luzietoc'h eo ar gudenn: peseurt reolenn heuliañ evit dibab ar yezh-orin ha nueze, ur wech dibabet ar stumma ma vo labouret warnañ, peseurt reolenn heuliañ evit brezhonekaat ar stumm-se. pe c'hoazh, reolennoù piv heuliañ pa ne glot ket stummoù an here gant re ABU.
lakaomp da skwer
gant an here e vez savet anv kêrbenn Ouzbekistan Tockhent diwar an ouzbekeg (Toshkent/Тошкент) kentoc'h evit ar ruseg (Ташкент) dres evel ma'z eo bet savet Kazakstan diwar ar c'hazac'heg (mui-pe-vui). ar pezh a zo, ne glot ket gant ar stumm ofisiel bet degemeret gant ABU Tashkent (>brezhonekaet: Tachkent).
hervez an here e vefe stumm brezhonek kêrbenn Etiopia Addis Abeba (ne gomprenan ket perak e vef daou d nemet e vefe war digarez ar saozneg, m'enfiñ). gant ABU avat ez eo bet lakaet Addis Ababa da ofisiel, war-eeun diwar ar stumm orin en amarikeg (አዲስ አበባ)...
ar gudenn a van neuze: ouzh piv doujañ da gentañ a-benn dibba ar stumm orin da vezañ brezhonekaet ha neuze penaos brezhonekaat en un doare ingal (skwer implij ar q pe ar y e brezhoneg, sellit a-us).

--Neal 5 C'hwe 2006 da 11:37 (UTC)[respont]

Kêr-benn Euskal Herria[kemmañ ar vammenn]

Poent 13. Setu ar pezh a gavan war Wikipedia spagnolek : "Para el nacionalismo vasco, Pamplona es la capital de Euskal Herria". Iruñea eo Pamplona, n'eo ket ? Iskomandant Marc'heg 5 C'hwe 2006 da 20:04 (UTC)[respont]

ez-istorel, geo. met ez-ofisiel n'eo ket - gazteiz an hini eo. ma laka an here iruñea da gêrbenn euskal herria e vije ret dezhe lakaat an naoned da gêrbenn breizh evit ar memes abegoù, met ne reont ket... n'eus fosrzh penaos, n'eo ket gwall sklaer e vefe gwir ar pezh bet embannet war ar wikipedia e spagnoleg er c'heñver-mañ ivez... hag ar poentoù all? Neal 5 C'hwe 2006 da 20:11 (UTC)[respont]

Sur out n'emaout ket o klask pentañ lern ? Daoust d'ar pezh a lârez e ro An Here Naoned/Roazhon da gêrioù-penn Breizh (Roazhon 'zo roet evel kêr-benn Breizh gant un istorour kozh eus Breizh: Le Baud marteze)... Kement ha ma ouzon n'eo Gasteiz nemet sez "da c'hortoz" gouarnamant ha parlamant Euskadi.
Iskomandant Marc'heg 5 C'hwe 2006 da 21:12 (UTC)[respont]

ma doue! n'eo ket diwar-benn kêrbenn Euskadi pe me oar me em boe c'hoant kaozeal... m'enfin. ma'c'h eus c'hoant ec'h eo mat ar pezh a zo bet skrivet gant an here (n'on ket sur ivez: ne laka ket iruñea/Gazteiz ebel ma laka Naoned/Roazhon, geo?)... kudennoù ha fazioù all (A Coruña n'eo ket kêrbenn Galiza, sur ha n'eo ket marteze) ez eus. ledanoc'h eo ar gudenn evit diskoulamñ tra-pe-dra: c'hoant am eus goût peseurt reolennoù a zo bet implijet gant an here ha ouzh piv e vez ret plediñ pa ne glot ket kinnigoù an here gant re ABU. klask spazhañ laou an hini eo chom da straniñ war afer kêrbenn Euskal Herria (pe Euzkadi pe Euskadi pe CAV....?) pa van kudennoù kalz donoc'h da diskoulmañ. ha n'o ket klask hudennoù ec'h eo a ran, met kentoc'h klask o diskoulmañ en un doare poellek n'eo ken. --Neal 6 C'hwe 2006 da 07:47 (UTC)[respont]

kêrbenn Euskal Herria: "Vitoria es la capital del País Vasco por decisión del Parlamento Vasco, que así lo acordó el 20 de mayo de 1980 por medio de su Ley de Sedes" wiki e spagnoleg Victoria

"Su capital [[de Araba/Álava] es Vitoria, a su vez, capital del País Vasco." wiki e spagnoleg Álava

ivez: La capital del País Vasco

evit ar vroadelourion e vefe Iruñea sañset, met war ar wikipedia ez eus bet lâret din e renakfemp chom neptu ha doujañ d'an traoù bet degemeret ez-ofiel gant an aozadur-mañ'n-aozadur:

"Iruñako hiria Erromatarrek fundatu zuten Pompaelo izenarekin eta geroago Nafarroako Erreinuaren hiriburua izan zen. Abertzaleentzat Iruñea Euskal Herriko hiriburua da." wiki en euskareg Iruña

"Para el nacionalismo vasco, Pamplona es la capital de Euskal Herria". wiki e spagnoleg Pamplona

ar pezh zo, p'emeur o koazeal eus Komuniezh Damemren Euskadi (CAV) pa reer gant an termen Euskadi (ha n'eo ket Euskal Herria) ne c'hell ket bezañ Iruñea he c'hêrbenn rak en ur Gomuniezh Damemren all emañ, hini Nafarroa.

marteze e vefe ret kompren an diforc'h a vez graet etre an tremenoù Euskadi hag Euskal Herria, rak n'int ket kevatal. an Here: Euskadi > kêrbenn Iruñea anvo genidik: Euskal Herria

luziet-tre - abalamour da se em eus c'hoant e vije savet reolennoù sklaer evit ar mammennoù a implijfomp hag an doare da vrezhonekaat anvioù broiù estren. --Neal 6 C'hwe 2006 da 09:42 (UTC)[respont]

Ar goulenn kentañ[kemmañ ar vammenn]

  • En holl skridoù e chom fazioù, siwazh. Er geriadurioù brezhoneg evel er Wikipedia brezhonek (sellit uheloc'h : etren e-lec'h estren, kempouell e-lec'h kempoell...:-)). Ma'z eus fazioù er roll a gaver e dibenn geriadur An Here, pe e n'eus forzh peseurt roll all, e rankont bezañ reizhet pa vez tro. Lakaomp A Coruña e-lec'h Santiago de Compostela. Splann eo. Ma'z eus vioù-koukoug e rankont bezañ reizhet ivez, ken splann all. Ma komzer eus dibaboù stummoù ez eo un afer all. Ret eo en em glevet hag arabat da bep hini klask adober ar bed. Ur si a zo gant ar roll embannet e geriadur An Here avat : savet eo bet gant un den e-unan (setu ar pezh a lenner war ar bajenn viii er geriadur : aozet gant Divi gKervella). Ar stummoù kinniget er roll-se ne reont ket berzh e pep lec'h, forzh penaos. E skolioù Diwan da skouer e reer gant Ejipt ha n'eo ket gant Egipt. Ha meur a hini eus goulennoù Neal a seblant din bezañ poellek : Irak, Kirgizstan... Poent e vefe en em glevout. Met daoust ha gant an niver bihan a dud a skriv pennadoù brezhonek evit Wikipedia eo e vo diskoulmet ar gudenn ?--Llydawr 6 C'hwe 2006 da 21:38 (UTC)[respont]

Labour an Here ha Stabilaat ar yezh[kemmañ ar vammenn]

  • Mat, a-benn ar fin e tapan un tamm amzer evit dont e-barzh ar jeu ha respont da Neal, daoust ma m'eus bet tro da eskemm gantañ ha gant tud all a-gleiz hag a-zehou war an danvez-mañ dija. Reiñ a rin ma soñj evel pep hini ha, marteze, e c'hallin reiñ un nebeud displegadurioù war traoù zo ivez, hep ober burzhudoù m'eus aon, peogwir em eus bet kemeret perzh e divizoù zo pe peogwir em eus heuliet a dostoc'h istor an teuliad-se.
  • Da gentañ, evit kregiñ, e karfen lavaret un nebeud traoù war ma stad spered er mare-mañ. Talvezout a ra evit an dachenn-mañ met evit re all ivez. Ar pezh a seblant din bezañ a bouez evidomp er stad diorren m'emañ degouezhet ar brezhoneg bremañ eo stabilaat an implij ha lakaat digreskiñ an disurentez yezhel. Surentez/disurentez yezhel a reer eus ar fed evit ur yezher bennak da vestroniañ e yezh (pe get) ha da vezañ sur (pe get) eus an implij a ra anezhi. War dachenn an dermenadurezh vrezhonek ez eus mankoù, sklaer eo, holl e vezomp lakaet diaes tro-ha-tro a-wechoù peogwir e vank gerioù deomp. N'eus ken nemet selaou ar radio pe ar skinwel e brezhoneg. Na pet gwech an deiz ne vo ket klevet bommoù a-seurt gant " ar c'hota laitier e-giz 'vez lâret e brezhoneg". A-benn ar fin, "e-giz 'vez laret" a dalvez ne vez ket lâret, n'eus ket ger ebet evit se. Ken gwazh hag ar mankoù yezhel eo ar reñver (pa vez re) yezhel ivez. Lakaomp evit lavaret cellular (phone) e c'hallo ar brezhoneger ober gant Ar portabl, an telefon bihan, an telefon chakod, an telefon godell, ar pellgomz chakod, ar pellgomz godell, ar pellgomz hezoug, ar pellgomzer hezoug, an hezougell ha me a oar-me petra c'hoazh... Eus ar robinhoudeg purju betek ar sadedeg glannañ ez eus peadra evit an holl. Pa vez re a c'herioù n'eus mui ger ebet hag en em staliañ a ra an disurentez yezhel, anezhi simptomenn splannañ an diglosiezh.

Setu perak e kavan alies-kaer pouezusoc'h ha gwelloc'h un termen, hag eñ savet a-dreuz marteze, met anavezet hag implijet gant an darn vrasañ eget un termen all, skianteloc'h marteze pe muioc'h diouzh reolennoù degemeret gant skol pep skol, met a zegas kemmesk e-barzh un dra bennak a oa diazezet gant an holl. Ur skouer vat eus ar pezh am eus c'hoant da lavaret eo ar ger kompoder evit treiñ ordinateur/computer. A-raok na vije ijinet evit abegoù a bep seurt e rae an holl gant urzhiataer a oa ar ger brezhonek nemetañ evit se. Sklaer e oa an traoù. Bremañ avat zo daou c'her, anez kontañ an adstummoù kompoderez hag urzhiataerez, rak, ar pezh a zisoñj atav ar re a ijin gerioù ouzhpenn evit gerioù zo er yezh dija (gant ar soñj skarzhañ an hini a oa a-raok evel-just) eo, dres, ne vez ket skarzhet ar gerioù a oa a-raok. Chom a reont en implij. Padal e tegaser kemmesk hag e krog daouadoù pe driadoù da genvevañ well-wazh.

Ha kement-se a zisplegan evit adlavaret e kav din eur re dechet e Breizh da gaout c'hoant atav da zistreiñ war ar pezh zo bet diazezet araozomp kentoc'h eget lakaat da vevañ ar pezh hon eus bet da hêrezh ha koll a reomp kalz amzer abalamour da zivizoù a-seurt-se a-hed ar wech. Kement-se ne dalvez ket evel-just eo sakr kement tra zo bet graet araozomp hag e rankomp degemer pep tra hep soñjal met talvezout a ra e ranker en em soñjal pell a-raok kinnig cheñch tra pe dra e-barzh un dra bennak zo diazezet hag en implij, dreist-holl pa vez implijet en oberennoù dave evel ar geriadurioù o deus kement a levezon war an doare yezh a vez komzet ha skrivet. Alies, pa seller mat, ez eus muioc'h da goll pa cheñcher eget pa chomer gant ar pezh zo degemeret. Setu, kavout a ra din e ranker kemer "roll an Here" (n'eo ket bet savet gant an Here) da ziazez ha komz eus an nebeud krafoù a vezer souezhet ganto hepken. Dija e vefe un tamm mat furoc'h eget adlakaat pep tra e kaoz war zigarez e vefe fazioù rak diwallomp da gemmeskañ fazioù ha dibaboù. Ret eo reizhañ ar fazioù, evit an dibaboù avat...

  • Mat petra, penaos eus ar roll-se ? Abaoe pell ec'h implijer anvioù estren er skridoù brezhonek. Kavet e vezont en hol lennegezh, er c'helaouennoù, er geriadurioù, el lennegezh pobl, hag all. Gant ar mediaoù (klevet ha skrivet) o tiorren, ar skolioù o vont war-raok, ar yezh o kavout he flas, kamm-digamm, er vuhez foran, ez eus bet ezhomm da gaout rolloù dave. Unan zo bet savet evit holl gumunioù Breizh (evit ar panelloù paneveken), klok eo bremañ. Unan all zo bet savet evit broioù ar bed, ar c'hêrioù-penn hag anvioù estren all. Kalz a chom d'ober c'hoazh. Lakaet en deus Neal ar biz war dislavarioù zo er roll ha gwir eo, ma seller ouzh ar roll-se gant daoulagad ur yezhour pizh pe ur skiantour-rik ez eus peadra da dreiñ sod etre Kameroun ha Costa Rica. Ar pezh zo, ar roll-se n'eo ket bet savet gant un den hepken en defe gellet lakaet da reolenn nemeti hini e spered dezhañ e-unan, daoust m'eo bet pourchaseet gant Divi Kervella da an Here. Un treuzvarc'had eo etre ur strollad tud, ganto soñjoù kontrol a-wechoù, zo en em lakaet asambles hag o deus asantet mont dreist d'o disheñvelderioù a-benn en em glevet ha pourchas ur benveg hollek d'ar vrezhonegerien. Ur roll politikel eo hag evel-se eo ret kemer anezhañ. Dalc'het eo bet an emvodoù degemer e framm Servij ar brezhoneg a yae en-dro e diabazh Skol-Uhel ar Vro hag a zo deuet da vezañ Ofis ar Brezhoneg e 1999. Diwar c'houlenn an Here ez eus bet labouret da gentañ (gant Divi K.) ha, da c'houde, diwar c'houlenn TES ivez. Daou savboent kontrol a oa gant an dud e penn-kentañ, ur savboent hengounel, lakaomp, dre vras, brezhonekaomp pep tra ha skivomp pep tra diouzh reolennoù ar reizhskrivadur brezhonek. Hag ur savboent all, degaset gant Divi Kervella dreist-holl a lavare kemer e kont erbedadennoù an ABU hag ar genung (groupe d'expert des nations-unis sur les noms géographiques). Hervezañ e oa ret degemer e brezhoneg ar stummoù ofisiel e yezh ar vro ha mat pell zo.

Se eo an tuadur war an dachenn etrebroadel : un anv = ur stumm hepken da vezañ ofisielaet e pep lec'h. Diwar ar c'haozeadennoù zo bet gant an dud ez eus bet degemeret div bennreolenn na zikoulment ket pep anv unan ha unan met o deus talvezet evit heñchañ al labour. Setu int :

  • Pa vez ur stumm brezhonek testeniekaet mat, lakaomp Bourdel, Londrez, Maroko : degemeret e vez
  • Pa ne vez ket (pe testeniekaet en un nebeud skridoù hepken) : Klask degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro.

Diwar se ez eus bet lennet ha c'hwennet un toullad oberennoù brezhonek troet war-du an diavaez ha renablet ez eus bet kement anv-lec'h a oa enno (lakaomp Levr-bourzh Kristol Goulm, Dindan gouriz ar bed, hag all). Savet zo bet rolloù ha stadegoù.

Goude-se eo bet degemeret an anvioù unan-hag-unan ha votet zo bet warno. Kaset eo bet ar roll d'an Here ha, goude, da Tes. Ar roll implijet gant Ofis ar Brezhoneg en e droidigezhioù eo ha degemeret eo bet ivez gant ar gazetenn Bremañ. Abaoe e ra muioc'h-mui a dud gant ar roll-se hep na vije bet kemeret un diviz ofisiel war an dra-se ganto dre ret.

Setu, ur roll bastard eo, anvioù e k, lod all e c pe e q. Frouezh an istor eo. Me n'on ket chalet da skrivañ Kameroun ha Costa Rica. Stummoù da zeskiñ eo ha mat pell zo. Ar pezh a gont eo e rafemp holl gant an hevelep doare. Evit ar gerioù deveret n'eo ket chalus, gallout a reer deverañ e brezhoneg ha sevel Irakiz diwar un anv Iraq. Me n'on ket nec'het gant se.

Evit an anvioù deveret ez eus bet degemeret stummoù en -ad ha lod all en -an peogwir int testeniekaet mat o-daou, lakaomp Hungarad hag Italian. N'eus ket da glask poellekaat an dra-se re.

Labour a-walc'h a chom evit skoueriekaat ur bern anvioù estren all n'int ket anvioù broioù pe kêrioù-penn : anvioù menezioù, stêrioù, kaboù, kribennoù, koadegi, anvioù-tud anez komz eus ar c'hudennoù treuzskrivañ lizerennegoù n'int ket latin... --Fulup 6 C'hwe 2006 da 22:09 (UTC)[respont]

boñ, respont a rin tamm ha tamm d'un nebeut traoù ha n'eo ket d'an holl.

d'am soñj ez eus ul liamm ivez etre ar surentez war ar yezh hag ur c'henemglev ledan ken ha gant an degemer kinnigoù geriaouiñ. da lâret eo, keit ma ma n'eus kenemglev ledan ebet war an doare da sevel gerioù ne vefont ket degemeret gant an dud ha menel a raio kudenn ar surentez-yezh. kemnedall a weloan splann-tre o sellet pizh ouzh istor ar galizeg unvan: re vuan eo aet war hent stabilaat ar yezh ebn ur heuliañ ur politikerezh yezh resis hep ma vije bet ur c'hemeglev etre an dud a implij ar yezh-se hag abalamour da se eo aet war gresk live ar surentez-yezh kentoc'h evit bezañ bet stabilaet.
evel-jsut ne c'heller ket treiñ-distreiñ war ar pezh ez eus bet garet atav, met pa deu binviji nevez evel ar wikipedia a c'hell talvezout war an dachenn resis-mañ da c'hoût muioc'h diwar-benn anv ar vro-mañ'r-vro ha pa vez gwirikaet fazioù grevusoc'h-grevusañ, d'am soñj eo fur o reizhañ a-raok ma'c'h a an traoù re bell... amzer zo c'hoazh evit hen ober d'am soñj.
ganin-me ivez e oa bet kaset ur roll anvioù-broioù da Servij ar Brezhoneg (SUaV) meutr a vloaz 'zo. kiriek on un tamm mat ivez (daoust ha n'em oa ket komeret pezrh en divizoù da heul). n'on ket re lorc'hus evit anavezout e oa faos un nebeut traoù bet kinniget ganin d'ar mare-se hag e vije ret o reizhañ hiziv.
ne ra forzh din penaos e vez dibabet anv ar vro orin, pe diwar an hini ofisiel bet degemeret gant ABU pe savet diwar anv ar vro e yezh c'henidik ar vro-se. aze n'emañ ket an dalc'h: ar gudenn a sav pa ne glot ket an dibab bet graet gant ar roll embannet e geriadur an here gant ar stumm bet degemeret ez-ofisiel gant ABU...
n'ues kinnig ebet bet graet gant ABU war dachenn ar brezhoneg, sklaer eo. pesuert yezh e rankfomp degemer da diazez war ar rolloù bet savet gant ABU o c'hoût ne gloto ket dre ret stumm anv ur vro e saozneg gant ar stumm bet lakaet da ofisiel e spagnoleg pe galleg...
evit ar pezh a sell eus an doare da vrezhonekaat ur wech bet dibabet ar stumm orin e vo labouret warnañ, penaos ober - n'eus reolenn sklaer ebet. n'eo ket gwall strikt an afer-mañ evit ar pezh a zo bet graet dija (m'enfiñ, grevus a-walc'h evidin-me...), met kentoc'h evit goût penaos ober evit brezhonekaat anvioù broioù n'emaint ket war ar roll bet embannet e dibenn geriadur an here.
evel-just on a-du krenn ganit e vefe ret tabutal ha divizout reolennoù evit treuzlizherenniñ ha treuzkrivañ doareoù-skrivañ ha n'int ket latin. prest on-me da gregiñ da genlabourat war an dachenn-mañ diouzhtu evit ar yezhoù a anavezan - met da betra e talvez ma ne glot ket war-lerc'h gant kinnigoù savet war ar prim embannet hag implijet gant TES, Bremañ pe me 'oar-me
e berr gomzoù, n'eo ket klask laou er pezh a zo bet gant an here eo a fell din ober, met kentoc'h klask reolennoù sklaer ha diazezoù sklaer evit mont war-raok, ha marteze a-walc'h e kaso disoc'h hom frederiadennoù war hent an adwelet fazioù en emsilet e-barzh ar roll-mañ'r-roll.

Neal 7 C'hwe 2006 da 13:42 (UTC)[respont]

Me zo a-du gant Fulub ez eo ret klask stabilaat ar yezh, met a-du gant Neal evit lavar ne vo tu e stabilaat nemet war un diaz war un dro poellek hag asantet gant ar muiañ niver. A-du on dre vras gant kinnigoù Neal, evit skrivañ "k" e plas "c" pe "q" da skouer: Katar, Monako, Kosta Rika, hag all. Evel-se e vez skrivet e Diwan ha gant an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien... Benoni 23 C'hwe 2007 da 14:48 (UTC)[respont]