Kaozeadenn Rummad:Kleuboù mell-droad

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Eilet diwar: [Wikipedia:Pajennoù da nullañ]] Neal (Kaozeal) 10 Du 2008 da 15:28 (UTC)[respont]

"Rummad:kleuboù mell-droad" a vefe da skarzhañ: erlec'hiet eo bet gant "rummad:kluboù mell-droad". Memestra gant "Patromoù kleuboù mell-droad Breizh";"Patromoù kleuboù mell-droad Bro-Saoz";"Patromoù kleuboù mell-droad Frañs";"Patromoù kleuboù mell-droad dre kampionad" mard eo posubl--Gwendal 19 Du 2007 da 12:59 (UTC)[respont]

Pa zistagan "kleub" e skrivan "kleub". Penaos e ra ar re all? Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 13:07 (UTC)[respont]
Techet on d'ober evel Bianchi-Bihan: skrivañ "kleub". Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 13:14 (UTC)[respont]
Ofis ar Brezhoneg a skriv klub klub neuze soñjet am eus skrivañ mod-se met m'az eo ret cheñch...--Gwendal 19 Du 2007 da 19:16 (UTC)[respont]
N'eus droug ebet, na tamm mall (na tamall ) ebet, n'eo ket ret kemm netra, n'eus nemet kaozeal sioul. Pep hini a ro e ali, gant ma vo permetet, ha mat ar jeu. Ma vez ret kemm, petra 'vern e vije hiriv pe a-benn ur miz?
Ne gredan ket eo ret dimp (na da zen ebet) ober hervez ali Ofis ar Brezhoneg pa n'ouzer ket war betra eo diazezet : tud (implijidi pe izili?) zo en Ofis ha ne reont ket hervez ali an Ofis atav.
Marteze eo diazezet war klub a gaver e geriadur divyezhek Roparz Hemon. Neuze eo mat a-walc'h evit Wikipedia. Me n'on ket a-du, met ne vern din: ne ran van ebet eus ar c'hleuboù sport. Kloub evel e spagnoleg a zo brav ivez.Bianchi-Bihan 21 Du 2007 da 12:51 (UTC)[respont]