Kaozeadenn Rummad:Gwask brezhonek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

En Ti-chopin e oa bet lakaet an evezhiadenn-mañ gant Bianchi-Bihan:
Ar wask (anv gwregel) zo ur mekanik en un ti-moulañ. Ober an anv-se eus an holl gazetennoù zo kement ha dreveziñ ar galleg, netra ken. ur boaz marteze gant ar "c'houdesadedourion", ha n'eus ket da vont d'e heul: ur rummad:kelaouennoù a vije dereatoc'h. Ha trawalc'h. Bianchi-Bihan 13 Meu 2007 da 07:25 (UTC)[respont]
Ha reizhet en doa ar fazi kemmadur graet ganeoc'h. Adskrivet hoc'h eus Gwask brezhonek war e lerc'h, siwazh. Taolit evezh mar plij ouzh ar c'hemmadurioù. Ha ma n'oc'h ket sur eus reizh ar gerioù, klaskit en ur geriadur. --Llydawr 16 Meu 2007 da 17:23 (UTC)[respont]

Soñj em boa eus an evezhiadenn ha e oan un tammig souezhet (k + blotaat?), met divizet em eus chomp hep blotaat pa welan ar pennad Gwask e-barzh Geriadur An Here : gwask broadel, gwask pemdeziek hag all. Diverkañ a rin gwask vrezhonek, neuze.
Gwask a vez implijet evel e galleg evit ar mareadegoù hag an aozadurioù a zo stag outo. Un tammig ledanoc'h eo he ster egit hini kelaouenn.
Ur wech c'hoazh ez eus bet lakaet evezhiadennoù war ur bajenn bersonel hag e oant da vezañ staget ouzh pajenn gaozeadenn an dra da evezhiañ. --Ch. Rogel 17 Meu 2007 da 07:53 (UTC)[respont]

Fazioù kemmadurioù a ran-me ivez evel-just, met me gave din e veze graet ar c'hemmadur dre vlotaat (pa vez ret) NEMET ma achu an anv-kadarn benel kent gant p(/b), t(/d), k(/g) hag e krog an anv-gwan da heul gant p, t, k, ds. "lizherenneg c'hresianeg" met "lizherenneg kirillek"... n'eo ket heñvel e-keñver ar c'hemamdur neuze "gwask vrezhonek" ha "gwask pemdeziek". Faziañ a c'hellan ha neuze e c'hellfen bezañ reizhet. Kudenn ebet.--Neal (Kaozeal) 17 Meu 2007 da 08:59 (UTC)[respont]

Meur a dra zo aze : 1) ober gant ar ger gwask evel e galleg evit hollad ar c'helaouennoù. Da bep hini d'ober e soñj war evezhiadenn Bianchi-Bihan. 2) reizh ar ger hag ar c'hemmadur da ober war e lerc'h. Hervez an holl c'heriadurioù am eus klasket enno e welan ez eo gwregel (pe benel ma kirit), ar ger gwask gant ar ster-se (frankiz ar wask). Goude ur ger gwregel a echu gant K eo reizh, evel ma skriv Neal, ne vije ket kemmet an holl gensonennoù : gwask pemdeziek ha gwask vrezhonek eta. 3) ma oa bet lakaet an evezhiadenn war bajenn bersonel Ch. Rogel, e oa evit bezañ sur e vije gwelet gantañ. Rak ne c'heller ket bezañ sur ez aje pep hini da welet pajenn an Ti-Chopin. --Llydawr 18 Meu 2007 da 11:00 (UTC)[respont]