Kaozeadenn Patrom:Ugent mil

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Embannet eo bet ar Wikipedia-mañ muioc'h evit 20.000 gwech gant an implijer/ez-mañ a zo skrivet. Penaos e vez graet kement-se? Dre lakaat moulañ 20 000 gwech holl bennadoù ar wikipedia? Da betra 'ta? Bianchi-Bihan 30 Mez 2007 da 11:24 (UTC)[respont]

Ale, souezhusat tra - gallout a reer embann hep moullañ war ar genwiadenn. Nag a draoù brav a c'heller implijout bremañ evit chom hep troc'hañ gwez a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez. ("moullañ" gant daou "l" hervez An Here gant gant unan nemetken hervez Roparzh Hemon. Da dibab 'ta)--Neal (Kaozeal) 30 Mez 2007 da 12:18 (UTC)[respont]
Kement ha klask kompren un dra foran e oa: n'ouzon ket petra eo "embann AR wikipedia". Met ma'z eo un afer brevez, ne ran ket van. Bianchi-Bihan 30 Mez 2007 da 14:54 (UTC)[respont]
Aha! setu, pa vez displeget e pelec'h emañ ar gudenn e c'heller kregiñ da gompren ha da reizhañ fazioù zoken. Gwir eo eo drol a-walc'h ar frazenn troet war-eeun diwar ar saoznneg 'cihañs "this wikipedia has been edited". Gwelloc'h e vije marteze "embannet eo bet war ar wikipedia-mañ" pe un dra bennak all. Ra ma vo kemmet evit reizhañ ar frazenn. Kudenn ebet evidon. Amañ edit" a dalvez kement ha bewech ma vez enrollet un dra bennak war ar wikipedia - e lec'h all e komzer eus degasadennoù bet e gwrionez n'heller ket lâet d'am soñj e talvezfe an holl munudoù enrollet war ar raktres da degasadennoù. --Neal (Kaozeal) 30 Mez 2007 da 15:27 (UTC)[respont]
pa'm bez soñj mat e oas te an hini a oa bet ken chalet all n'eo ket ken pell all 'zo da c'hoût pet degasadenn a oa bet gant implijerion/ezed 'zo. setu perak eo bet savet ar patrom-mañ. --Neal (Kaozeal) 30 Mez 2007 da 15:29 (UTC)[respont]