Kaozeadenn Patrom:Rannoù melestradurel Spagn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Graet am eus er patrom-mañ gant anv lec'hel pep kumuniezh/kêr emren ("damemren" a vefe gwell rak n'int ket "autónomas" ez-ofisiel met "autonómicas, m'enfin...). Ur patrom n'eo ket evit gallout lec'hiañ ppe kumuniezh/kêr emren ha savet e c'hello bezañ adkasoù diwar ar stummoù lec'hel er pennad betek pennadoù pennañ gante da ditl ur stumm brezhonekaet pep get. Peurvrezhonekaet e c'hellfe bezañ ar patrom ivez - n'em eus ket graet peogwir n'emañ ganin dave ebt ennañ anvioù brezhonek an holl hag abalamour da se an hini eo em boa kavet gwell ober gant ar stummoù lec'hel ha n'eo ket peogwir e kavan gwell ober gant ar stumm-mañ'r-stumm. N'on ket chalet gant ma vo peurvrezhonekaet pe get ha n'eo ket ret goulenn ma ali-me mar fell da unan bennak hen ober evel-just, daosut ha ma vefe gwell marteze kaozeal un tammig da gentañ evit goût petra eo ali an holl (da lârete eo an holl re a fell dezhe reiñ o ali...). Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 19:34 (UTC)[respont]

Ret e vefe brezhonekaat ar patrom-mañ. Kinnigoù? Neal (Kaozeal) 18 Du 2009 da 17:02 (UTC)[respont]
Petra 'zo ezhomm brezhonekaat ? --Y-M D 18 Du 2009 da 17:24 (UTC)[respont]
An anvioù-lec'h: brezhonekaat pe leuskel e bep o yezh orin pe c'hoazh e spagnoleg hag er yezh kenofisiel all mar bez ezhomm. Din-me eo heñvel ha n'on ket evit kregiñ gant un afer par da hini Departamantoù Frañs, met mat e vefe d'am soñj kaout un tamm poell er patrom memestra, hep rankout lakaat lezennoù da dalvezoù hag all. Gwelet am eus graet, da skouer, m'eo bet graet a-wezhoù gant ar stumm Andalousia (pe -zia, n'on ket sur), a-wechoù all gant ar stumm spagnolek war-eeun. D'an nebeutañ e vefe mat lakaat an anvioù er patrom da glotaat gant pennadoù bet savet c'hoazh seul wezh mar bez anezhe. Klask a rin, met diaes a-walc'h rak n'on ket sur pe stumm a zo bet implijet e pepe degouezh.Neal (Kaozeal) 18 Du 2009 da 18:04 (UTC)[respont]

Lakaomp un tamm poell:

  • n'eus forzh pe gement a vrezhoneg a vo eo sklaer kement-mañ:
  • ne vo ket anvioù gallek
  • merket e vo an anvioù ofisiel spagnolek

neuze,

  • lakaomp an anvioù ofisiel spagnolek evit pep tra da gentañ,

goude,

  • gwelomp peseurt anvioù all zo er yezhoù lec'hel, ha greomp liammoù hag adkasoù diouzh ezhomm

goude

  • gwelomp peseurt anvioù brezhonekaet a vo, ha greomp liammoù

Ha neuze ne welan ket peseurt kudenn a vije ken. Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 08:24 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h gt Bianchi-Bihan. Dereat-tre e seblant ar patrom din bezañ evel m'emañ dija, a-hend-all. Fulup 19 Du 2009 da 09:29 (UTC)[respont]
N'ouzon ket hag-eñ em eus komprenet mat. Ha perak e vefe ret implijout an anvioù ofisiel spagnolek da gentañ ha sevel adkasoù diwar ar stummoù kenofisiel all, da skouer "Euskadi" (adkas) > "País Vasco" (titl ar pennad pennañ). Ne vefe ket gwell ar c'hontrol, da lâret eo ober gant ar stummoù lec'hel kenofisiel atav (evel-se eo bet graet betek-hen d'am soñj gant kêrioù Euskadi, h.a.) ha neuze sevel adkasoù diwar ar stummoù spagnolek seul wezh ma bezont-i kenofisiel (da skouer, pa'm bez soñj mat ec'h eo ofisiel nemet stumm katalanek "Illes Balears")? Neal (Kaozeal) 19 Du 2009 da 10:39 (UTC)[respont]
N'eus netra ret. Ur c'hinnig evit mont buanoc'h, evit ar pennadoù a chom, rak un toulladig zo bet savet dija. Ar pezh a chom da c'houzout eo:
  • daoust ha miret e vo an anvioù ofisiel er patrom (yezhoù ofisiel estreget spagnolek zo, anat, Spagn n'eo ket Bro-C'hall, anat), a gavfen dereatoc'h en un holloueziadur,
  • pe daoust hag anvioù brezhonekaet (gant piv?) a zo da lakaat er patrom (evit ar pennadoù ne gredan ket e vije ken tener)
  • hep ankouaat kudenn anv ofisiel Galiza : n'eo ket Galicia eo en div yezh?

Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 12:05 (UTC)[respont]

Ober 'rafen a-walc'h gant ar stummoù lec'hel war-eeun er patrom (d.l.e. katalaneg, euskareg ha galizeg pe c'hoazh spagnoleg evit ar re all) kentoc'h evit stummoù brezhonekaet (ya, gant piv, just a-walc'h...? Aze 'mañ'n dalc'h atav, kea). Pezh 'zo, pennadoù 'zo bet savet dija gante da didtl stummoù brezhonekaet. Graet e vo evel-hen evit ar patrom, en ur sevel adkasoù. Sklaeroc'h e vo d'am soñj. Neal (Kaozeal) 19 Du 2009 da 12:16 (UTC)[respont]
Stummoù lec'hel ofisiel, kudenn ebet. N'eo ket ret lakaat ar stummoù brezhonekaet er patrom (pet zo?), miromp anezho evit ar pennadoù (gant adkasoù pezh zo ezhomm). Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 12:28 (UTC)[respont]
Graet Graet evel-hen. Trugarez, Neal (Kaozeal) 19 Du 2009 da 12:33 (UTC)[respont]
Ha graet brav. Evel-se e tleje bezañ graet atav d'am meno. Hag evit an departamantoù gall, stadoù stadunanat pe mec'hekikan, kantonioù suis, ha proviñsoù arc'hantinat ivez, keta? Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 12:37 (UTC)[respont]