Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 4

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Robinhoudeg[kemmañ ar vammenn]

Dispar ! Setu ur pennad ne vo ket kavet er wikipediaoù all !! --Paotr 9 Kzu 2005 da 21:16 (UTC)[respont]

Robinhoudeg adarre ![kemmañ ar vammenn]

Salut dit

a-du on gantan, hag en em goulen a ran ma n'int ket Robin Hood ha Lip-Chopin ar memes den ?? --Paotr 27 C'hwe 2006 da 12:40 (UTC)[respont]

digarezit ac'hanon, ma ne oa ket sklaer ma respont : a-du on gant ma vije gwarezet ar pennad.

Ar pennad-mañ n'eo ket an dudiusañ (ar fentusañ ne lavaran ket !) met marteze e vez kavet ar pennad evel ur gunujenn gant tud ? hag e vo ret diverkañ anezhan --Paotr 28 C'hwe 2006 da 07:18 (UTC)[respont]

Robinhoudeg[kemmañ ar vammenn]

  • Ya, n'ouzon ket re. Torr-penn eo serriñ ur pennad dre vras rak talvezout a ra n'hall ket mui an dud labourat warnañ. Gwelet em eus war ar wiki gallek e oa pennadoù damwarezet. Ma m'eus komprenet mat eo ret en em enskrivañ en ur strollad evit dont da vezañ ezel eus skipailh ar re a c'hall cheñch ar pennad. Ar re all n'hallont ket. Un doare eo evit leuskel a-gostez tud re dorr-penn hep skornañ an traoù da vat. A c'hallfe bezañ un diskoulm evit an amzer da zont pa vo ezhomm e gwirionez. A-hend-all pa sav ur gudenn gant un den a-greiz-tout e c'hall bezañ trawalc'h prennañ ar pennad evit un nebeud eurvezhioù pe un nebeud devezhioù hepken. Amzer e sioulafe ar jeu. Evit ar pennad-mañ ent resis eo un tammig kizidikoc'h peogwir n'eo ken ur fasadenn diwar-goust un den ha gwir en deus hennezh da c'hoarzhin glas. E gwirionez pa oa bet savet ar pennad ganit e oamp o tont er-maez eus mizvezhioù a dabutoù toull ha gwir eo en deus graet vad din lenn se. Da'm soñj em eus ouzhpennet tammoù traoù e-barzh ivez. Un doare da zistegnañ an traoù eo bet. Dre vras e kavan mat ar pezh az peus graet : skrivañ ur c'hemenn dezhañ war e bajenn gaozeal evit goulenn outañ sioulaat. Ma ne sioula ket e vo tu da stankañ anezhañ evit ur prantadig. Forzh penaos n'eo ket un den a feiz vat ha kalz-kalz a amzer zo bet kollet abalamour dezhañ. Kalz tud zo bet heuget eus ar wiki hag a zo krog da zistreiñ. Evit ma yafe ar wiki en-dro ha lakaat tud da zont ha da gemer perzh e rankomp labourat gant tud a zo a-du war un diazez boutin. Lip-chopin n'emañ ket e-touez an dud-se, n'eo ket un torfed stadañ kement-se. --Fulup 27 C'hwe 2006 da 20:25 (UTC)[respont]