Kaozeadenn Implijer:Fulup/dielloù/2008

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:20 (UTC)[respont]

D'am soñj e plijo dit. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 04:10 (UTC)[respont]


Seurfomp war ar sofegezh[kemmañ ar vammenn]

Respont a ran amañ d'az pennad e-barzh Kaozeal: Lucius Flavius Philostratus‎.

  • Skrivañ a rez : Reizh eo ivez e c'hallfe pep implijer reiñ e soñj ha degas an arguzennoù a gavo mat degas. Spered Wikipedia eo. Evel-se e c'hallo an dud ober o soñj ha, diouzh an dro, votiñ evit degemer termen pe dermen. E-giz-se ez a ar benveg en-dro.
    • A-du e seblant an holl, bravat unaniezh! Chom a ray da welout ar fedoù.
    • Peogwir ez eus aotre da ginnig, hep gourdrouz na taolioù bazh marteze, e kinnigan sofegezh, evel epikuregezh, janzenegezh, ha re all kavet e-barzh geriadur Roparz Hemon.
  • Skrivañ a rez: Roll ar merour eo evezhiañ ma vo heuliet ar reolennoù stroll, ar reolennoù kenvevañ. Evel an holl implijerien all, gwir o deus ar verourien da reiñ o soñj personel (sic) diwar-benn implij termen pe dermen. N'eus ket ar gwir gant ar verourien, war zigarez int merourien avat, lakaat o savboent war termen pe dermen da vezañ trec'h kousto pe gousto.
    • Iskis! Difennet eo bet ouzhin lavarout kemend-all nevez zo: serret ma c’hont tri devezh evit-se ouzhpenn! Hag an holl a gave se reizh, war-bouez Llydawr, trugarez dezhañ.
  • Skrivañ a rez: N'eus gant ar verourien galloud ebet evit ar pezh a sell ouzh an dermenadurezh,…
  • Skrivañ a rez: Koulskoude, n'hall ket emellout en un tabut dibab gerioù evel merour, evel implijer evel a re all avat e c'hall ober avat, na mui na maez.
    • Me garje e vije gwir. Ma vije gwir ne vije ket gwelet merour ebet gwech ebet oc'h implij e benn-bazh, arouez e c'halloud, da lavarout eo o serriñ ur gont abalamour d'un dizemglev. Met n'eo ket evel-se e tremen an traoù.
    • D'am soñj ez eus dislavar groñs aze. N'haller ket bezañ neptu ha dibab war un dro. Met amañ e c'haller bezañ kinniger gerioù, barner e ginnigoù, ha serrer kontoù ar re all. Nemet evel-just n'a ket merour ebet da rebech da verour all ebet ober kement-se. Sklaer eo, ha n'eus ket da dortal: ne vezer ket neptu adalek ma kemerer perzh en un dibab.
    • Ha koulskoude eo sklaer ar reolenn wikipedia: politikerezh stankañ :
      • Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.
    • Hervez ar skiant prenet ganin, ne dalv ket ar reolenn embannet er wikipedia-mañ.
  • Skrivañ a ra Kadwallan : kenderc'hel a rin da ziwall na vefe ket skrivet forzh petra ivez e-keñver ar yezh.

Ma kerez e lari da soñj. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:25 (UTC)[respont]

Eveldon emaout a-du moarvat n'eo ket trawalc'h sevel kalz a pennadoù, met ez eo pouezus kaout pennadoù a live holloueziadurel ivez war hon wikipedia. Ar rummadoù "Pennadoù eus an dibab" ha "pennadoù mat" a zo bet krouet just a-walc'h evit lakaat war well seurt pennadoù, a ra enor d'ar wikipedia brezhonek. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek siwazh. Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù Mec'hiko pe Go (c'hoari) ha war ar porchedoù Babel ha Egiptopedia, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Memestra, n'eus bet roet ar meneg "pennad mat" da pennad ebet c'hoazh. Daoust-hag eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù UNIX, Iran pe Alamagn pe c'hoazh war porched ar bed sinaat, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Trugarez dit en a-raok! Benoni (Kaozeadenn) 13 C'hwe 2008 da 21:59 (UTC)[respont]


Hallo ! Kroget da ouzhpennañ ur pennad hir a-walc'h diwar-benn Berlin en 20vet kantved. Adlennet eo bet ganin, met mambae e chom fazioù pe vioù koukoug, neuze trugarez da lenn en-dro. BDR ha DDR am eus miret : gwelloc'h cheñch an anvioù-se? Tamm-ha-tamm e vo klokaet ar pennad diwar-benn Berlin ganin. Ken ar c'hentañ / Auf Wiedersehen

--Ex-Smith 10 Mae 2008 da 15:38 (UTC)[respont]

Ha gallout a rafemmp gwellaat ar frazenn-mañ: Diwallit mat, n'eus eus an destenn-mañ nemet ur rakweladenn. N'eo ket bet enrollet c'hoazh! Kinnig a ran:

  1. ur rakweled eo an destenn-mañ, ha netra ken ( berr ha sklaer)
  2. nemet ur rakweled n'eo an destenn-mañ UR RAKWELEd N EO KEN AN DESTENN MAN diouzh skouer : ur bugel n'eo ken ! berr ha splann ha fraezh...
  3. ... n'eus nemet ur rakweled eus an destenn-mañ

A galon. Bianchi-Bihan 2 Gou 2008 da 21:17 (UTC)[respont]