Kabarett

Eus Wikipedia

Kabarett a zo un doare flemmgan politikel diorroet diwar an abadennoù 'cabaret' er broioù alamanek. Disheñvel eo diouzh an abadennoù 'cabaret' dre ma'z eus sketchoù nemetken, flemmgan ha luadennoù hep elfennoù arvestel.

Perzhioù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kabarett eo an anv alamanek evit "cabaret" met daou ster disheñvel a zo gantañ. Ar ster kentañ o vezañ an hevelep hini evel e saozneg pe e galleg, da lavarout eo un doare arvestad ennañ komedienn, sonennoù, dañsoù ha c'hoariva (implijet e vez alies ar ger "Cabaret" en alamaneg evit talvezañ an doare-mañ). An eil o teskrivañ un doare flemmgan politikel. E kemm gant ar farsourien a c'hoarzh ouzh a bep seurt traoù e vez lorc'h er gabarettourien dre ma reont war-dro temoù politikel ha sokial siriusoc'h nemetken, hag e varnont gant doareoù ar c'hoapadurezh, ar mousfent hag ar spered ki.

Istor en Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouiñ a reas Ernst von Wolzogen ar c'hcabaret alaman kentañ anvet Überbrettl (ur c'hoari-gerioù diwar an droienn Übermensch - dreistden - gant Nietzsche), anavezet diwezhatoc'h dindan an anv Buntes Theater (c'hoariva livek), e 1901. Difennet e oa an abegerezh publik er c'hoarivaoù en Impalaerezh alaman avat. Aotreet e voe e fin ar Brezel Bed Kentañ, ha gallout a rae ar gabarettourien komz eus temoù sokial ha politikel ar mare. Dre-se e vleuñvas ar c'habarett alaman da vat er bloavezhioù 1920 ha 1930, ha dont a reas war-wel a bep seurt arzourien evel Werner Finck er c'hKatakombe, Karl Valentin er Wien-München, Fritz Grünbaum ha Karl Farkas er Simpl e Vienna, ha Claire Waldoff. Skrivet e oa bet darn eus o zestennoù gant skrivagnerien veur evel Kurt Tucholsky, Erich Kästner, ha Klaus Mann.

Pa zeuas ar strollad nazi er gouarnamant e 1933, e voe krog da flastrañ ar seurt burutellerezh-mañ. Start e voe evit ar c'habarett en Alamagn. E 1935 e voe toullbac'het Werner Finck ha kaset d'ur c'hamp-bac'h; e fin ar bloaz en em lazhas Kurt Tucholsky; ha tec'hout a reas an holl gabarettourien alamanek tost da vat da Suis, Bro-C'hall, Skandinavia, pe ar Stadoù Unanet.

E fin ar brezel e wirias ar broioù ac'hubus e tiskoueze ar c'habarett euzh ar riez nazi. A-benn-nebeut e voe krog kalz abadennoù kabarett da gomz diwar-benn ar gouarnamant, ar Brezel Yen hag ar Wirtschaftswunder (ar Burzhud Armerzhel): an Tol(l)leranten e Mainz, ar c'hKom(m)ödchen e Düsseldorf hag ar Münchner Lach- und Schießgesellschaft e Munc'hen. D'o heul e teuas kabarett er skinwel er bloavezhioù 1950.

E Republik Demokratel Alamagn e voe digoret al leurenn-gabarett gentañ e 1953, Die Distel e Berlin. Kontrollet e oa ha ne bismige ket ar stad (1954: Die Pfeffermühle e Leipzig).

Er bloavezhioù 1960 e oa lec'hiet kabarett Alamagn ar C'hornôg en-dro da Düsseldorf, Munc'hen, ha Berlin. E fin an dekvad e voe krog luskad studierien Mae 1968 da vezañ dizakord gant an arz ha kabarettourien zo a voe huataet dre ma oa ul lodenn eus ar gevredigezh gozh. Er bloavezhioù 1970 e voe diorroet doareoù kabarett nevez, evel an abadenn skinwel Notizen aus der Provinz. E fin ar bloavezhioù 1980 e oa ar c'habarett un darn vras eus ar vurutellerezh sokial, ha berzh a reas da vare adunvanidigezh Alamagn. En Alamagn ar Reter e oa erru hardishoc'h-hardishañ ar gabarettourien o pismigat ar bolitikourien a-raok 1989. Goude an adunvanidigezh e kreskas niver ar c'habarettoù abalamour da gudennoù nevez: ar dilabour bras, prevezaat an embregerezhioù, kemmoù fonnus er gevredigezh. Krouet e voe daou gabarett ouzhpenn e Dresden, da skouer, da heul an Herkuleskeule.

Er bloavezhioù 1990 hag e deroù ar milved nevez e tigreskas berzh ar c'habarett abalamour da verzh ar skinwel hag ar sinema ha da zigresk c'hoant ar sellerien. Evit dedenniñ an dud adarre e vez roet prizioù da gabarettourien zo.

Istor en Aostria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas istor ar c'habarett en Aostria e dekvadoù diwezhañ an Impalaerezh Habsburg, pa lakae farsourien an dud da c'hoarzhin gant o danevelloù. Digoret e voe ar c'habarett kentañ e 1901 e Vienna gant Felix Salten, hag anvet e voe „Jung-Wiener Theater zum lieben Augustin“. Staliet e oa e C'hoariva Vienna. Seizh abadenn nemetken a zo bet avat. E 1906 e voe digoret ul leurenn-gabarett all. Er bloaz-mañ e voe digoret ar c'hKabarett Hölle, koulz hag ar c'hCabaret Nachtlicht, a voe serret e 1907 pa voe digoret ar c'hCabaret Fledermaus. E 1912 e voe digoret ar c'hKabarett Simpl, a gaver c'hoazh bremañ er gêr.

Betek 1938 e reas an arz-mañ, liammet kreñv gant yuzevien Vienna, berzh bras, a-drugarez da boblañs ar gêr, en o zouez bourc'hizien frankizour.

Adsavet e voe kabarett Aostria goude an Eil Brezel Bed hag an naziegezh a-drugarez ma oa deuet en-dro meur a gabarettour a oa tec'het kuit, evel Karl Farkas e 1946, Hermann Leopoldi e 1947, Gerhard Bronner e 1948, Armin Berg e 1949 ha Georg Kreisler e 1955. Berg a Farkas a sikouras ar c'habarett Simpl d'ober berzh adarre adalek 1949, Bronner ha Kreisler a savas e 1955 gant Helmut Qualtinger an „Namenloses Ensemble“ ha Leopoldi a droas dre an holl vroioù alamanek.

Dont a reas war-wel ur rummad kabarettourien nevez er bloavezhioù 1970 gant luskad ar studierien, en o zoues Lukas Resetarits hag Erwin Steinhauer. D'o heul e teuas ul luskad arzourien nevez er bloavezhioù 1980, hag a dalvez kalz en Aotria c'hoazh. E-touez ar gabarettourien a-vremañ brudetañ e kaver Roland Düringer, a zo bet penndudenn meur a film-kabarett deuet mat, Alfred Dorfer, a ra war-dro ar politikerezh dreist-holl, pe Josef Hader, a zo brudet a-walc'h en Alamagn ivez, e kemm gant ar re all. E-touez ar gabarettourien vrudetañ adalek ar bloavezhioù 1980 e kaver c'hoazh Andreas Vitasek, Reinhard Nowak hag Andrea Händler, o deus c'hoariet gant Dorfer e kalz filmoù awenet gant ar c'habarett, hag o deus graet berzh er bloavezhioù 1990. A-gevret e oant er strollad Schlabarett. Gallout a reer envel ivez Die Hektiker, Gunkl, Stermann & Grissemann, Florian Scheuba, Thomas Maurer, Michael Niavarani, pe adalek fin ar bloavezhioù 1990 Alf Poier hag adalek deroù ar milved nevez maschek.. Ul lodenn a-bouez eus sevenadur Aostria a-vremañ eo ar c'habarett eta.

Kabarettourien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abadennoù ha lec'hioù kabarett brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ambesser, Gwendolyn von: Schaubudenzauber - Geschichte und Geschichten eines legendären Kabaretts, Verlag Edition AV, Lich/Hessen 2006, ISBN 3-936049-68-8
  • Arnbom, Marie-Theres, Wacks, Georg: Jüdisches Kabarett in Wien. 1889 - 2009, Armin Berg Verlag, Wien 2009, ISBN 978-3-9502673-0-3
  • Budzinski, Klaus: Pfeffer ins Getriebe – So ist und wurde das Kabarett, Universitas Vlg., München 1982, ISBN 3-8004-1008-7
  • Budzinski, Klaus/Hippen, Reinhard: Metzler Kabarett Lexikon, Vlg. J.B. Metzler, Stuttgart-Weimar 1996, ISBN 3-476-01448-7
  • Deißner-Jenssen, Frauke: Die zehnte Muse – Kabarettisten erzählen, Henschel Verlag, Berlin (DDR) 1982
  • Finck, Werner: Spaßvogel - Vogelfrei, Berlin 1991, ISBN 3-548-22923-9
  • Fink, Iris: Von Travnicek bis Hinterholz 8 : Kabarett in Österreich ab 1945, von A bis Zugabe, Verl. Styria, Graz; Wien; Köln, 2000, ISBN 3-222-12773-5
  • Glodek, Tobias/Haberecht, Christian/Ungern-Sternberg, Christoph: Politisches Kabarett und Satire. Mit Beiträgen von Volker Kühn, Henning Venske, Peter Ensikat, Eckart v. Hirschhausen u.a., Wissenschaftlicher Verlag Berlin, Berlin 2007. ISBN 3-86573-262-3
  • Greul, Heinz: Bretter, die die Zeit bedeuten – Die Kulturgeschichte des Kabaretts, Kiepenheuer & Witsch, Köln-Berlin 1967
  • Henningsen, Jürgen: Theorie des Kabaretts, Düsseldorf-Benrath 1967
  • Hippen, Reinhard: Es liegt in der Luft. Kabarett im Dritten Reich, Zürich 1988
  • Jacobs, Dietmar: Untersuchungen zum DDR-Berufskabarett der Ära Honecker, Frankfurt/M., Berlin, Bern, New York, Paris, Wien, 1996. 309 S. Kölner Studien zur Literaturwissenschaft Vol. 8, Edited by Neuhaus Volker, ISBN 978-3-631-30546-1
  • Kühn, Volker: Deutschlands Erwachen. Kabarett unterm Hakenkreuz 1933-1945 (= Kleinkunststücke. Eine Kabarett-Bibliothek in fünf Bänden, Hrsg. Volker Kühn, Band3), Berlin 1989, S. 20.
  • Otto, Rainer/Rösler, Walter: Kabarettgeschichte, Henschelverlag, Berlin (DDR) 1977
  • Doris Rosenstein: Fernseh(schwäbisches) Kabarett [: Mathias Richling]. In: Suevica 7 (1993). Stuttgart 1994 [1995], S. 153-192 ISBN 3-88099-311-4
  • Siegordner, Martin: Politisches Kabarett- Definition, Geschichte und Stellung. GRIN Verlag, 2004. ISBN 978-3-638-72669-6
  • Schumann, Werner: Unsterbliches Kabarett, Richard Beeck Vlg., Hannover 1948
  • Vogel, Benedikt: Fiktionskulisse – Poetik und Geschichte des Kabaretts, Mentis Vlg., Paderborn 1993, ISBN 3-89785-105-9
  • Zivier, Georg/Kotschenreuter, Hellmut/Ludwig, Volker: Kabarett mit K – Siebzig Jahre große Kleinkunst, Berlin Verlag Arno Spitz, Berlin 1989, ISBN 3-87061-242-8