Mont d’an endalc’had

Kab Frehel

Eus Wikipedia
Tornaodoù ar C'hab Frehel

Kab Frehel a zo ur beg-douar krag roz er reter da Vae Sant-Brieg, war aod Mor Breizh. Emañ a-c'haoliad war gumun Plevenon en norzh ha Frehel er su, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Ur gwarezva evned eo ar C'hab Frehel ivez, a-hed Aod an Emrodez. Meret eo ar gwarezva gant Breizh Vev. Perzh eus ar GR 34 e c'hoari ur wenodenn an dro d'ar c'hab.

Nepell alese emañ Roc'h Goueon, ur c'hastell-kreñv a-dal d'ar mor, war ur beg-douar.

D'ar 6 a viz Gouere 2011 e oa bet dalc'het 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Karaez hag ar C'hab Frehel ; aet e oa bet ar maout gant Mark Cavendish (Enez-Vanav).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.