Kêr Wenn Tel Aviv

Eus Wikipedia

32°04′40″N 34°46′26″R / 32.07778, 34.77389

Kartenn ma weler an teir zachenn (A, B, C) dibabet gant UNESCO
Savadurioù gwenn e straed Ben Yehouda
Plasenn Dizengoff er bloavezhioù 1940

Kêr Wenn Tel Aviv (hebraeg העיר הלבנה, Ha-Ir HaLevana) a reer da envel ouzhpenn 4000 savadur mod Bauhaus pe stil etrebroadel bet savet e Tel Aviv adalek ar bloavezhioù 1930 gant arkitektourien alaman ha yuzev a zivroas da Balestina goude ma vije bet tapet ar galloud en Alamagn gant an Nazied. Tel Aviv eo ar gêr ma kaver ar muiañ a savadurioù evel-se er bed a-bezh. E 2003 e voe lakaet ar Gêr Wenn war roll glad ar bed gant (UNESCO), rak "ur skouer dibar eus kêraozañ hag arkitektouriezh penn-kentañ an 20vet kantved eo"[1]. Gant izili UNESCO e voe meneget ivez penaos e voe azasaet ar stil etrebroadel ouzh sevenadur, hini ha hengoun Tel Aviv. Gant Bauhaus Center Tel Aviv e vez aozet gweladennoù ar savadurioù-se.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. UNESCO, Decision Text, World Heritage Centre


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.