Juted

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Juted pe Iuti, pe Iutae a oa ur bobl c'hermanek a oa, hervez Beda unan eus teir fobl pouezusañ e Preden [1] Krediñ a reer e teuent eus Jutland (anvet Iutum e Latin) e Danmark, Schleswig hag eus darn eus Frizia.

Tra ma lec'hi Beda ar Juted en tu-arall eus an angled e-kenver ar Saksoned, eo posupl e oant ar memes pobl hag an Eucii pe Saxones Eucii a oa liammet en un doare anat gant ar Saksoned ha sujet d'ar Franked e 536. Hervez Tacitus e oa ur bobl, Eudoses o anv o vevañ e norzh Jutland a c'hellfe bezañ ar Juted. Posupl eo ivez, avat, e oant bet an Eotenas (ēotenas) o-doa kemeret perzh en ur brezel etre ar Frizianed hag an Daniz meneget e Beowulf (linennoù 1068–1159. ēotenas a c'hellfe bezañ an hevelep ger hag jotuns (ramzed) pe ur kenning evit enebour. Posupl eo ivez e oant ur meuriad, Euthiones e anv, meneget un ur varzhoniezh gant Venantius Fortunatus (583). Sujet da Chilperic I e vefent bet d'ar mare-se.

Asser, en e Buhez Akfred a lar e oa mamm Alfred Meur, Osburga, un diskennad eus Juted Enez Wight, a vefe, hervezañ an hevelep pobl hag ar goted. N'eo ket gwirheñvel tre, avat. Hervez ur vartezeadenn a-vremañ, avat e vefe ar Juted ar C'heated, ur bobl a veve gwechall e su Sved. En andonioù kozh e oant galvet Eotas, Iótas, Iútan, pe Geátas. Sklaer eo e Widsith and Beowulf e oa disheñvel an Eotenas eus ar Geátas. Posupl eo e oant bet kmmesket an daou anv evel ma'z eo posupl e oa ar Juted ur bobl liammet ouzh ar C'heated. En 'Gutasaga eo meneget e oa aet kuit d'ar c'hevandir un darn eus tud Gotland.

Asambles gant an Angled, ar Saksoned hag un nebeut Frizianed e oa ar Juted e touez ar meuriadoù a oa treuzet Mer an Norzh da breiziañ ha aloubiñ Preden goude ar IVe kantved. Hervez Beda o-defe en em staliet e Kent (ma voent galvet ar Cantuarii), Hampshire (e Wessex) hag en Enez Wight (ma voent anvet Uictuarii). Bez ez eus un nebeut ag anvioù-lec'h a ziskouez e vev Juted er rannvro, evel Ytene, a vefe bet anvioù kozh New Forest hervez Florence Worcester.

Tra ma'z eo aes da welout o levezon e Kent ez eo aet da get ar Juted er rannvroioù arall. Goude ma oa bet staget Rouantelezh Ket ouzh Wessex e oan bet beuziet gant ar meuriadoù arall da furmiñ ar bobl saoz. Hervez un nebeut a glaskourien, avat, e vefe bet lazhet tout ar Juted Hampshire goude aloudabeg ar rannvro gant Wessex. N'eo ket sur, avat, ha posupl eo an noblañs hepken a oa distrujet, ma oa boutin er mare-se, tra ma oa heñvelekaet ar werin.

Notennoù[kemmañ]

  1. Bede (1723:46)


Andonioù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]