Yuzeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Judog)
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Yuzeg, hervez Mestr Meßkirch.
Sant Yuzeg (Jodokus), (e 1889) gant Moriz Schlachter, en iliz St. Christina, e Ravensburg


Judog, pe Yuzeg, (war-dro 670) a oa ur sant brezhon er VIIvet kantved, breur da Yezekael, roue Domnonea.
Bevañ a reas e Breizh da gentañ, hag e Pikardi goude, ma'z eo anavet evel Saint Josse.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

E latin e oa Judocus e anv, diwar an anv brezhonek Iudoc, savet diwar iud , aotrou. E brezhoneg e reer ivez gant ur stumm emdroet Yuzeg.
E galleg e kaver Judoce ha Josse. Diwar e anv gallekaet Josse eo e teufe Jocelyn, Jocelyne, Josselin, Josseline, ha Josquin, Jospin.

[kemmañ] E vuhez

Pa varvas Judhaël, roue Domnonea, e voe roet ar gurunenn d'e vab henañ Yezekael. Met hennezh, dre abegoù politikel pe relijiel, a lezas ar rouantelezh gant e vreur Judog. Judog avat a gave gwell ar vuhez relijiel.

Dilezel a reas ar gurunenn ha kuitaat Breizh evit gellout bevañ ar vuhez a vanac'h. Mont a reas da-heul pirc'hirined a oa o vonet da Roma. War o hent en em gavont war lez ar stêr Authie, ha degemeret int gant Haymon, kont pe gouarnour Ponthieu : ne lez ket Judog da vont, ha chom a ra ar sant er vro. Sevel a ra ur peniti war lez an Authie, ha goude war lez ar stêr Canche. Goude-se e sav ur manati . Neuze ez a da Roma.
Pa zistroas e chomas er c'hornad nepell diouzh an aod ma savas div chapel e-unan, an eil da sant Pêr hag eben da sant Paol. Eno e varvas d'an 13 a viz Kerzu 669. Beziet e voe en e beniti.

Diazezet en deus meur a abati en Hanternoz Bro-C'hall. Kalz a vurzhudoù a c'hoarvezas war-dro e relegoù hervez ar gristenion. Paeron eo da barrezioù Lohueg (Lok-Yudeg, e-kichen Kallag), Sant-Yuzeg e-kichen Evrann, hag Eviaz e-kichen Pempoull.

Lidet e vez d'an 13 a viz Kerzu.


[kemmañ] Kehelerezh

Displeget eo bet buhez ar sant el lodenn ouzhpennet d'al Légende dorée skrivet war-dro 1260 gant Jacques de Voragine, arc'heskob italian e kêr Genoa. Savet e oa bet al lodenn ouzhpennet-se gant Dom Jean Mabillon (1632/1707), a oa ur manac'h desket bras en abati Saint-Germain des prés e Pariz.



[kemmañ] Kantik

Ur c'hantik da sant Judog a vez kanet e pastell-vro Montreuil-sur-Mer da-geñver prosesionoù hag a zo anavezet madik pa'z eo bet enrollet gant sonerien an tolead : Bons z'enfants d'Etaples, Patrick Denain, Soleils Boulonnais, Cap'Trad, Marc Gosselin ...

[kemmañ] Lec'hanvadurezh

[kemmañ] Breizh Breizh

[kemmañ] Bro-C'hall Bro-C'hall

Er Pas-de-Calais,

[kemmañ] Banniel Belgia Belgia


[kemmañ] Pennad kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all