Juan José Ibarretxe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Juan José Ibarretxe

Juan José Ibarretxe Markuartu (ganet d'ar 15 a viz Mae 1957) a zo ur politikour eus Euskadi. Unan eus pennoù bras ar Strollad broadelour euskarat (PNV) eo bet, prezidant (lehendakari) Kumuniezh Emren Euskadi e oa bet adalek an 2 a viz Genver 1999 betek ar 7 a viz Mae 2009.

Ganet e oa bet e Llodio e proviñs Álava, hag un diplom Armerzh en doa tapet e skol-veur Euskadi. E 1983 e voe dilennet evel kannad Parlamant Euskadi en Álava, en anv ar PNV, hag adalek ar poent-se e teuas da gaout muioc'h-mui a levezon hag a vrud. Etre 1986 ha 1990 hag etre 1991 ha 1994 e oa bet kadoriad komision an armerzh hag ar budjed er PNV. D'ar 4 a viz Genver 1995 a voe anvet besprezidant gant prezidant Euskadi José Antonio Ardanza. Anvet e voe danvez-prezidant en anv ar PNV d'ar 28 a viz Meurzh 1998 a-benn dilennadegoù ar 25 a viz Here, ha dont a reas da vezañ prezidant d'an 2 a viz Genver 1999. E miz Here 2003 ez embannas ar steuñv Ibarretxe, a oa bet disputet-kenañ, ma vez ijinet ennañ ur Vro Vask da zont, "keneil a-youl-vat" gant Bro-Spagn, ganti he sistem gwir dezhi hag un dileuriañ en Unaniezh Europa. Javier Solana, penn diaraok politikerezh diavaez an UE ha genidik eus Spagn, a lavaras e miz C'hwevrer 2005 ne oa plas ebet evit seurt steuñv e-barzh bonreizh an UE a oa bet kinniget.

Desavet e voe Ibarretxe e spagnoleg nemetken, hogen komz a ra bremañ euskareg ha saozneg flour. Troet eo gant ar marc'h-houarn ha prezidant ur c'hleub marc'h-houarn e Llodio e oa bet. Dimezet eo gant Begoña Arregui, daou vugel o deus.