John Napier

Eus Wikipedia
(Adkaset eus John Neper)
John Napier

John Neper, pe John Napier diouzh e anv mat, bet ganet e Dinedin e 1550 ha marvet d'ar 4 a viz Ebrel 1617 e kastell Merchiston, a oa un doueoniour hag ur matematikour skosat.

Ganet e-barzh un tiegezh pinvidik, hag eñ e-unan baron Merchiston, e teuas da vezañ anavezet pa zifennas ar brotestantiezh, ha peurgetket pa lakaas ar roue Jakez VI Skos war ziwall ouzh c'hoantoù ar roue katolik Fulup II Spagn.

N'eo ket gant ar matematik ez ae ar pep brasañ eus e amzer met leizh a vennozhioù a zeue war e spered evit eeunaat ar jedadennoù. Sevel a reas un nebeud formulennoù trigonometriezh sferek, ledañ a reas implij ar pik evit notadur angl-ha-saoz an niveroù degel, met dreist-holl ec'h ijinas al logaritmoù.

E bal e oa eeunaat ar jedadennoù trigonometrek a oa ezhomm anezho war dachenn an astronomiezh. Lakaat a reas e boan da dermeniñ logaritm ur sinus oc'h en em harpañ war sell ar mekanikerezh war boentoù war fiñv, ha war al liamm etre progreasadennoù aritmetikel ha geometrek

Deskrivet e voe ar benveg nevez-se gant Neper e Mirifici logarithmorum canonis descriptio embannet e 1614. Ha lennet e voe gant Henry Briggs a gejas outañ e 1615 hag a gasas e oberenn war-raok en ur ober gant al logaritm degel kentoc'h eget gant al logaritm neperian.