John Major

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
John Major, e 1996

John Major (ganet d'an 29 a viz Meurzh 1943) a voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet etre an 28 a viz Du 1990 hag an 2 a viz Mae 1997.

Trec'h e voe, e penn ar Strollad Mirour, e dilennadeg kannaded 1992, a-enep Neil Kinnock ha Strollad al Labour. Koll a reas avat, en dilennadeg war-lerc'h, e 1997. Dilennet e oa bet John Major da gannad e Huntingdon.

A-raok bezañ Kentañ Ministr e oa bet Ministr an Diavaez etre miz Gouere 1989 ha miz Here 1989, ha Ministr an Arc'hant etre miz Here 1989 ha miz Du 1990.