Mont d’an endalc’had

John of Nottingham

Eus Wikipedia
Edouarzh II Bro-Saoz

John of Nottingham a oa un hudour brudet er XIVvet kantved abalamour m'en devije klasket lazhañ ar roue Edouarzh II, roue Bro-Saoz ha Hugh Despenser the Younger e 1324 dre sorserezh.

E 1324 edo Edouarzh II hag e vignon Hugh Despenser ar Yaouankañ o ren war Bro-Saoz en un doare garvoc'h-garvañ. Petra bennak ma oa bet trec'h Edouarzh war e enebourien eus an tiegezh Lancaster e 1322, kalz anezho a oa tec'het da Vro-C'hall hag eno e kendalc'hjont da irienniñ a-enep dezhañ. E 1324 end-eeun e oa bet dija un taol-esae evit muntrañ ar c'houblad, met dizarbennet e oa bet an irienn.

Hervez dielloù o frosez, 28 annezad eus Coventry a oa bet kounnaret bras gant priol kêr abalamour ma save telloù ponner gant harp an tiegezh Despenser. E 1324 ez eas an annezidi da c'houlenn sikour digant John of Nottingham, un hudour brudet o vevañ e Coventry, evit lazhañ ar roue Edouarzh, Hugh Despenser, tad hennezh hag ar priol, kement-se dre hudouriezh.
John a grogas ganti dre seveniñ lidoù igromañserezh war delwennoù koar ; seizh pound koar (3,18 kg) ha daou yard lien (1,83 m) dilhad a implijas da sevel patromoù eus e vukennoù pennañ, eus pourvezer ar priol, eus e velestrour hag eus Richard de Lowe — hemañ diwezhañ un den eus al lec'h hag a oa da servijout da daol-arnod. En un ti diannez e rakkêr Coventry e labouras an hudour war an delwennoù, gant e harper Robert Marshall. E 1325 e sevenas John of Nottingham an taol-arnod diwezhañ dre blantañ ur spilhenn blom e penn delwenn Richard de Lowe, ha goude en e galon, ma varvas neuze, war a hañval, diwar an taol hudouriezh-se.

Siwazh da John of Nottingham, Marshall a yeas d'e flatrañ d'ar pennadurezhioù a-raok ma voe sevenet an tagadennoù all, kement-se en abeg ma vage droukrañs ouzh e vestr. Pelloc'h er bloavezh e teuas an afer-se dirak lez-varn ar roue ; prosez a voe, ma voe tamallet muntr Richard de Lowe d'an iriennerien ; didamallet e voe an holl anezho gant ar barngor avat.

Ker chalet gant e surentez e voe Hugh Despenser goude an afer-se ma skrivas d'ar pab Yann XXII da c'houlenn digantañ gwarez diouzh tagadennoù hud. Dre ma ne oa ket gwall domm ar pab ouzh an tiegezh Despenser e respontas dre aliañ Hugh da

« dreiñ war-du Doue gant e galon a-bezh ha d'ober ur c'hofez mat ha kement dic'haouadur a vo erbedet. Didalvez eo klask rekour dreist an induljañs hollek-mañ roet dezhañ gant ar Pab. »[1]

Gant an afer-se e voe gwashaet an aergelc'h e Bro-Saoz : e 1326 e voe skarzhet Edouarzh II hag an tiegezh Despenser a-ziwar an tron.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Doherty, Paul (1840) : Isabella and the Strange Death of Edward II, Constable, London – Robinson, 2004 (ISBN 978-1-8411-9843-9)
  • Lea, Henry Charles (1887-1901) : A History of the Inquisition of the Middle Ages, levrenn 3, The Macmillan Company, New-York, 1906 — Lenn en-linenn
  • Wright, Thomas (1852) : Narratives of sorcery and magic, from the most authentic sources, Palala Press, 2015 (ISBN 978-1-3482-3243-8)
  1. turn to God with his whole heart and make a good confession and such satisfaction as shall be enjoined. No other remedies are necessary beyond this general indulgence which the Pope grants him. (Doherty, p. 81)