João Bernardo Vieira

Eus Wikipedia
João Bernardo Vieira

João Bernardo Vieira (27 a viz Ebrel 1939 e Bissau - 2 a viz Meurzh 2009) a oa ur politikour eus Ginea-Bissau, bet e penn ar Stad dre 3 gwech.

E 1960 e teuas er PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) ha kemer perzh er gouvrezel a-enep Portugal. E varregezhioù evel soudard a lakaas anezhañ da c'hoari ur roll a-bouez e dizalc'hiezh Ginea-Bissau ha d'an 28 a viz Gwengolo 1978 e voe fiziet ar garg a Vinistr kentañ dezhañ gant ar prezidant Luís Cabral. D'ar 14 a viz Du 1980 ec'h aozas un taol-Stad, distroadañ Cabral hag en em lakaat e penn ar c'huzul soudardel kemeret ar galloud gantañ. E miz Mae 1984 e voe embannet ha degemeret ur Vonreizh nevez ha distreiñ a reas ar vro d'ur sistem politikel sivil. An dilennadeg kentañ a voe aozet e 1994 ha Vieira a c'hounezas en eil tro gant 52% eus ar mouezhioù a-enep Kumba Ialá.

D'ar 6 a viz Even 1998 e torras e garg digant Ansumane Mané hag a oa e penn an arme. Diwar-se e krogas ur brezel diabarzh hag e miz Even 1999 e voe rediet Vieira da glask repu e kannati Portugal a-raok mont di en harlu. Distreiñ a reas d'e vro e miz Ebrel 2005 ha lakaat e anv en dilennadeg prezidantel aozet e miz Even. Trec'hiñ a reas Malam Bacai Sanhá ha mont da brezidant en-dro d'ar 1añ a viz Here.

D'an 23 a viz Du 2008 en em dennas dibistig diouzh un dagadenn aozet gant soudarded en e di met lazhet e voe e-korf un dagadenn all d'an 2 a viz Meurzh 2009.