Jingnan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


南平
Nanping
924 – 963
Location of Jingnan
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Sinaeg Krenn
Gouarnamant Monarkiezh
Prezidant
 - 909-928 Gao Jixing
 - 928-948 Gao Conghui
 - 948-960 Gao Baorong
 - 960-962 Gao Baoxu
 - 960-962 Gao Jichong
Istor
 - Dizalc'hidigezh 924
 - Aloubet gant Tierniezh Song 963
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)


Jingnan(荆南) (añvet ivez Nanping (南平)) a oa unan eus an Dek Rouantelezh e kreiz Sina. Krouet e oa bet e 924. E ziazezer Gao Jixing (高季興) a oa bet añvet da Jiedushi (gouarner milourel) Jiangling e 907 gant Tiernelezh al Liang Diwezhat a zalc'he norzh Sina goude diskar an Danged. En em embann da roue a reasgoude ma voe distrujet al Lianged Diwezhat gant Tiernelezh Tang Diwezhat.

Douaroniezh[kemmañ]

An hini hirañ e vuhez e-touez ar rouantelezhioù bihan e oa Jingnan. Jiangling a oa e gerbenn ha derc'hel a rae daou vann war ribloù ar Yangtze. Hrazhoù eñ-doa gant Tiernelezh Tang Diwezhat ha gant rouantelezh Chu ha gant Tanged ar Su pa stagjont ar rouantelezh-mañ e 951. Gant ar Shu Diwezhat eñ-doa harzhoù ivez goude o c'hrouidigezh e 934.

Diskar ar rouantelezh[kemmañ]

Krouet e voe an Dierniezh Song e 960 met daoust ma lakaer d'an amzeriad-mañ penn Marevezh ar Pemp Tiernelezh hag an Dek Rouantelezh e treuzvevas rouantelezhioù ar Su e-pad hogozik 20 bloavezh. An hini kentañ da vezañ distrujet a voe Jingnan, avat. E 963 e voe aloubet.

Renerien[kemmañ]

Renerien Marevezh ar Pemp Tiernelezh hag an Dek Rouantelezh 907-960
Añv Azeuldi ( Miao Hao 廟號 miao4 hao4) Añv dalif ( Shi Hao 諡號 ) Añv Renadur Marevezh (Nian Hao 年號)
Ebet 武信王 wu3 xin4 wang2 高季興 gao1 ji4 xing1 909-928 Ebet
Ebet 文獻王 wen2 xin4 wang2 高從誨 gao1 cong2 hui4 928-948 Ebet
Ebet 貞懿王 zhen1 yi4 wang2 高寶融 gao1 bao3 rong2 948-960 Ebet
Ebet 侍中 shi4 zhong1 高寶勗 gao1 bao3 xu4 960-962 Ebet
Ebet Ebet 高繼沖 gao1 ji4 chong1 962-963 Ebet

Liammoù diavaez[kemmañ]

(en) Jingnan war Chinaknowledge.de

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.