Mont d’an endalc’had

Jim Sevellec

Eus Wikipedia

Jim Sevellec (Eugène Sévellec en ti-kêr) ganet d'an 21 a viz Genver 1897 e Kameled, a oa un treser ha livour breizhat, a weler e anv war meur a levr brezhonek eus ar bloavezhioù 1950.

Yaouank-tre, da 11 vloaz, e rae dija tresadennoù eus tiez ha straedoù e gêr c'henidik gant skoazell arzourien all. Studioù a reas e Brest goude marv e dad. Gant skoazell e vignon, ar barzh Saint-Pol-Roux, e labour Jim gant Henriot e Kemper adalek 1928. E-pad ar brezel e voe implijet evit komz gant Skosiz hag Amerikaned, ha "Jim" a veze graet eus "Eugène" ganto, dre ma oa aesoc'h da zistagañ. Mirout a reas an anv-bihan-se goude. Goude ar brezel e labouras evit ar PTT. Aet eo da anaon d'an 21 a viz Mae 1971 e Brest.

Tad e oa da Joël-Jim Sévellec, arzour ivez.