Jesse James
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Jesse James |
Anv ganedigezh | Jesse Woodson James |
Anv-bihan | Jesse, Woodson |
Anv-familh | James |
Deiziad ganedigezh | 5 Gwe 1847 |
Lec'h ganedigezh | Kearney |
Deiziad ar marv | 3 Ebr 1882 |
Lec'h ar marv | St. Joseph |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Killed by | Robert Ford |
Lec'h douaridigezh | Mount Olivet Cemetery |
Tad | Robert S. James |
Mamm | Zerelda James |
Breur pe c'hoar | Archie Samuel, Frank James |
Pried | Zerelda Mimms |
Bugel | Jesse E. James |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | cowboy |
Lec'h annez | Jesse James Home Museum |
Statud sokial | outlaw |
Relijion | Badezouriezh |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Ezel eus | James-Younger Gang |
Jesse Woodson James (ganet e Kearney e Missouri d'ar 5 a viz Gwengolo 1847 – marvet e Sant Joseph e Missouri d'an 3 a viz Ebrel 1882) a oa un den e-maez al lezenn brudet er Stadoù-Unanet e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved, rener ar bagad James-Younger.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab ar pastor Robert James, Jesse a oa bet ganet e-kichen Kansas City e Missouri. Ur breur en doa, Frank, ganet e 1843 hag ur c’hoar, Susan, ganet e 1849. E 1848 ez a kuit e dad evit avieliñ ar glaskerien aour e Kaliforni met mervel a ra ur pennadig goude. Addimeziñ a ra e vamm e 1852 gant ur feurmier amezek met echuiñ a ra buan an dimeziñ-se, hag un trede gwech gant ur medisin : an doktor Reuben Samuel ha gantañ he deus bet 4 bugel all.
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jesse James hag e vreudeur ha c’hoarezed a gresk en ur familh eus ar Gengevridi. O mamm Zerelda a zesav he bugale gant karantez evit ar Su hag he deus gwelet enno, neket e-maez al lezenn, met stourmerien ar C’hengevread. Emgannoù gwadeg kentañ zo kroget du-hont, etre Kansas ha Missouri, e 1850. Pa grog Brezel an Digevrediñ e 1861, emouestlañ a ra Frank gant paotred ar Su. E 1863 eo gwasted an ti-feurm gant soudarded an Norzh o klask anezhañ. N’emañ ket en e di hag evit lakaat da gomz e dud e krougont doktor Samuel en ur wezenn. Savetet eo justik gant e wreg met ne vo ket posubl evitañ pleustriñ e vicher. Mont a reont kuit e gwenn met o welet Jesse o labourat er parkeier e foetont anezhañ. An traoù-se a atiz anezhañ d’adstrollañ gant Frank en arme, met c’hwezek vloaz eo hepken, neuze eo lavaret dezhañ eo re yaouank. Emouestlañ a ra neuze e miz Ebrel 1864 er bagad William « Gwadeg Bill » Anderson (ar Bushwackers), ur brezelig lazhus ha rust : lazhadegoù e Lawrence pe e Centralia da skouer. Met ar vuhez-se a baouez gant kodianidigezh ar Su e Appomattox e miz Ebrel 1865.
Goude ar brezel diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enkadenn a zo evit tud eus bagad William Anderson : n’int ket soudarded neuze ne c’hallont ket bezañ distaolet. Goude ur pennadig amzer eo dibabet gant Jesse James ha mignoned dezhañ diloaiañ an armoù. P'emaint o vont d’ur c’hamp kevredidi gant ur banniel gwenn int argadet ha Jesse a zo gloazet-fall ha neuze eo kaset d'e di evit « mervel e-touez e re ». Gant sikour e gerent koulskoude e c’hall gwellaat met e-keit-se, evel an holl familhoù o deus difennet ar Su, eo ret d’e familh ober dle diouzh tiez-bank An onglenn diouto a zegas ar vreudeur d’argadañ ti-bank Liberty an 13 a viz C’hwevrer 1866 : ar wech kentañ ez eus laeret un ti-bank er mare peoc’h hag ar bagad a gem 62000 dollar. D'an 30 a viz Here, Jesse ha Frank a argad un ti-bank all e Lexington. Tennañ a reont o mad eus ar souezhenn hag eus urzhiadur fall ar polis.
E-pad ouzhpenn 15 vloaz e vez liesaet argadoù tiez-bank ha trenioù gant ar vreudeur hag o bagad. An tren kentañ a zo argadet d'an 21 a viz Gouere 1873, ar rederig kentañ d'ar 15 a viz Genver 1874. O reishter a lak anezho da vezañ brudet peogwir eo o laeradennoù hag o muntroù dezrevellet a-builh er c’hazetennoù. Etre daou emañ ar bolitikerien : tud zo a soñj int fall evit skeudenn Stadoù ar C’hreiz-Kornôg hag e sparlont an enbroadeg ret evit an diorroadur ekonomek ; tra ma soñj lod all ez eus digarezioù ganto : « Skoet gant ar brezel » int.
Evel-se e miz Even 1870, Kansas City Times hag e embanner John Newman Edwards a embann ul lizher da Jesse James o protestañ evit e ziantegezh hag o tiogeliñ ar Gengevridi kozh eveltañ a zo ar gwir gouzañverien e Missouri.
Abaoe miz Meurzh 1874, Silas Woodson, gouarnour ar Missouri, a fell dezhañ sevel ur strollad evit lakaat un termen d’an torfedoù-se, met ne dap ket asant Kendalc’h ar Missouri. Goulenn a ra neuze sikour gant ajañs igounier Pinkerton a grog da redek war-lerc’h ar vreudeur James.
D'ar 24 a viz Ebrel 1874, Jesse a eured gant e geniterv Zerelda « Zee » Mimms, ha ganti en do ur mab, Jesse Edwards (ganet e 1875) hag ur plac’h, Mary Susan (ganet e 1879).
D'ar 26 a viz Genver 1875 ez eus lavaret d’ar Pinkerton emañ ar vreudeur e gweladenn e ti-feurm o mamm. Dibabet eo gant an igounierien arsailhañ an ti ha teurel a reont ur vombezenn e-barzh. Tarzhañ a ra, tennañ a ra ur vrec’h d’o mamm ha lazhañ a ra o breur bihan, Archie, ur bugel eizh vloaz. Padal na Jesse na Frank n’int bezant… An darn vrasañ eus an dud a daer ouzh an oberenn-se ha marv ur bugel dinamm, ha cheñch tu diouzh ar Pinkerton. Jesse a skriv ul lizher digoret da Allan Pinkerton evit lavarout dezhañ ne vo ket digastiz ar gwall-se. Dilennidi demokrat zo a c’houlenn un distaoladeg, met kenderc’hel a ra taolioù-kaer gant ar forbanned.
Ur c’horn-tro bras a zo e 1876 : evit ar wech kentañ ne dremeno ket mat an traoù. D'ar 7 a viz Gwengolo eo dibabet gant ar bagad argad ti-bank Northfield e Minnesota, ur preizh pouezus a zo ahont ha n’eo ket displijus evito da siblañ un ti-bank e-kreiz stadoù an Norzh : ne vo ket echu biken ar brezel evit Jesse James. Neuze ez eus aozet un argad bras kevredet gant ar vreudeur Younger. Met ur c’hwitadenn eo an taol-se. Kalz fazioù a zo graet gant izili ar bagad ha poblad ar gêr a zifenn an ti-bank : goude ur pennadig ez eus ur fuzuilhadeg vras er straed. Jesse ha Frank a zeu a-benn da vont kuit met ar re all a zo pe lazhet pe toullbac’het. An distro betek Missouri, muioc’h a 600 km, a zo ur c’halvar evit ar vreudeur c'hloazet.
Goude-se ez a Jesse ha Frank d'an Tennessee gant o familh evit bevañ didrouz gant anvioù-pluenn : Thomas Howard evit Jesse. Met ar vuhez-se n’eo ket dedennus evit Jesse kustumet gant avantur, neuze adsevel a ra ur bagad nevez hag adkregiñ a ra gant e vuhez e-maez al lezenn e 1879. An argad diwezhañ, un tren e Blue Cut e Missouri, a erru d'ar 7 a viz Gwengolo 1881. E genseurted nevez n’o deus ket memes barregezhioù hag ar re gozh stummet gant brezelig e-pad Brezel an Digevredi koulskoude. Int a zo hailhoned yaouank ha n’int ket dedennet tamm ebet gant stourm Jesse ha Frank evit kaoz ar Su, neuze n’en deus ket Jesse fiziañs vras enno.
Marv Jesse James
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou ezel nevez, ar vreudeur Charles ha Robert Ford a irienn gant gouarnour ar Missouri Thomas Crittenden : evit 10000 dollar a lore hag un distaoladeg a-du int da draisañ Jesse James. E penn-kentañ miz Ebrel 1882 ez eus dibabet un argad nevez gant Jesse ha pediñ a ra ar vreudeur Ford en e di evit chom gantañ hag e familh en ur aozañ an argad. D'an 3 a viz Ebrel, diouzh ar beure, ez eus lavaret gant Jesse ez eus poultrenn ouzh un daolenn. Tennañ a ra e bistolennoù ha lakaat a ra anezho war un daol (un dra ne oa ket graet gantañ abaoe e yaouankiz zoken gant e vreur), pignat a ra war ur gador ha kregiñ a ra da ziboultrennañ an daolenn gant e gein troet ouzh ar Ford. An dra-se a zo chañs ar vreudeur, Robert Ford, an hini yaouankañ, a zo an hini primañ : dispakañ a ra e bistolenn (kinniget gant Jesse un nebeud devezh a-raok) hag e ra tan da Jesse a-douch-kaer en e gilpenn. Marvet eo Jesse James war an taol.
Pa glev Frank ar c’heleier e soñj e vefe gwelloc’h bremañ en em rentañ d’ar pennadurezhioù. Barnet eo met gwennaet goude meur a brosez ne vo ket un devezh hepken en toull-bac’h evitañ ha marvet e vo en e wele e 1915.
Un nebeud filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](N'eus nemet an hini diwezhañ eus ar filmoù-se a zo feal-kenañ ouzh ar wirionez istorel).
- Ar ribler muiañ-karet (Le Brigand bien aimé) (1939) aozet gant Henry King ; gant Tyrone Power (Jesse James) hag Henry Fonda (Frank James).
- Ar ribler muiañ-karet (Le Brigand bien aimé) (adaozet gant an hini kentañ, 1957) aozet gant Nicholas Ray ; gant Robert Wagner (Jesse James) ha Jeffrey Hunter (Frank James).
- Mojenn Jesse James (La légende de Jesse James) (1972) aozet gant Philip Kaufman ; gant Robert Duvall (Jesse James), John Pearce (Frank James) ha Cliff Robertson (Cole Younger).
- Bagad ar vreudeur James (Le Gang des frères James) (1980) aozet gant Walter Hill ; gant James Keach (Jesse James), Stacy Keach (Frank James), Keith Carradine (Jim Younger), David Carradine (Cole Younger) ha Robert Carradine (Bob Younger).
- Jesse ha Frank (Jesse et Frank) (1994) aozet gant Robert Boris ; gant Rob Lowe (Jesse James), Bill Paxton (Frank James) ha Randy Travis (Cole Younger).
- E-maez al lezenn Amerikaned (American Outlaws) (2001) aozet gant Les Mayfield ; gant Colin Farrell (Jesse James) ha Gabriel Macht (Frank James).
- Muntr Jesse James gant an digalon Robert Ford (L’assassinat de Jesse James par le lâche Robert Ford) (2007) aozet gant Andrew Dominik ; gant Brad Pitt (Jesse James) ha Casey Affleck (Robert Ford).
Un nebeud levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](An holl levrioù sirius a zo e saozneg)
- Jesse James oa e anv (Jesse James was his name) gant William Settle.
- Jesse James : An den hag ar vojenn (Jesse James : The man and the myth) gant Marley Brant.
- Frank ha Jesse James : An istor a-dreñv ar vojenn (Frank et Jesse James : The story behind the legend) gant Ted Yeatman.
- Jesse James : Emsaver diwezhañ eus Brezel an Digevrediñ (Jesse James : Last rebel of the Civil War) gant T. J. Stiles.
- Jesse James : Ma zad (Jesse James : My father) gant Jesse James Jr.
- Jesse James ha Brezel an Digevrediñ e Missouri (Jesse James and the Civil War in Missouri) gant Robert Dyer.
- An niverus dremmoù Jesse James (The many faces of Jesse James) gant Phillip Steele.
- Jesse James hag ar filmoù (Jesse James and the movies) gant Johnny Boggs.