Jenia Grebennikov

Eus Wikipedia
Jenia Grebennikov
Jenia Grebennikov
Jenia Grebennikov, Even 2013
Ganet 13 a viz Eost 1990
Roazhon

Jenia Grebennikov zo ur c'hoarier volley-ball rusian ha breizhat bet ganet d'an 13 a viz Eost 1990 e Roazhon. 1,88 m eo e vent.

E-pad pemp bloaz e c'hoarias gant skipailh Roazhon Volley 35, kent mont da Alamagn (VfB Friedrichshafen) ha da Italia (ASV Lube).

Libero skipailh Bro-C'hall eo ivez abaoe 2011 : gantañ e c'hounezas kampionad volley Europa ha kevre ar bed e 2015. En abeg da se e voe dilennet da sportour breizhat ar bloaz gant ar gazetenn Ouest-France.