Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arched-maen Janed
Arched-maen Janed, en iliz Biwmaris, en Enez Mon.

Janed Bro-Saoz, pe Siwan e kembraeg (war-dro 1195 - 2 a viz C'hwevrer 1237), a oa merc'h bastard d'ar roue saoz Yann Dizouar. Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, Priñs Kembre e 1205, ha mamm da Dafydd ap Llywelyn a renas war-lerc'h e dad. Brudet eo hec'h anv abalamour d'he c'harantez ouzh ur baron norman Gwilym Brewys. Pouez bras he doe koulskoude ha levezon e kuzul ar priñs.

Istor[kemmañ]

Clementia Pinel e oa anv he mamm, ur plac'h eus lez ar roue. N'ouzer netra diwar he fenn .[1]. N'eus nemet ur meneg eus anv mamm Janed, da vare marv ar briñsez, e Kronikl Tewkesbury ma vez graet anezhi "reginæ Clemenciæ" ('Rouanez Clementia').[2] Hanter-c'hoar eta e oa Janed d'ar roue saoz Herri III ha da Janed Bro-Saoz, rouanez Bro-Skos (1210-1238). Marteze e oa ganet a-raok da Yann dimeziñ d'e wreg kentañ e 1189, met n'haller ket bout sur abalamour d'an diouer a destenioù. Eus he bugaleaj n'ouzer tost netra. E Bro-C'hall e tremenas Siwan he bugaleaj, war a greder; en 1203 pe 1204 e voe kaset ac'haleno gant Yann da Vro-Saoz, dre Normandi, evit he dimeziñ .

Kembre[kemmañ]

Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, roue Gwynedd, e 1205. Marteze ne oa ket 15 vloaz , un dra voutin en amzerioù-se. Un eured politikel e oa evel-just, da siellañ an emglev etre Llywelyn hag ar roue Yann e 1204. Galleg Nomandi a gomze Siwan, dre ma oa bet maget eno, ha honnezh eo a yezh al lezioù gall ha saoz. Moarvat ne ouie ket nemeur a saozneg, met kembraeg a zeskas goude dont da chom da rouantelezh Gwynedd.

Karantez[kemmañ]

Garth Celyn, Aber; marteze eo eno e voe bac'het gant he gwaz.

Karantez a vagas ouzh Caf Gwilym Brewys (William de Braose), aotrou Normaned Rouantelezh Brycheiniog, e 1230. Kavet e voe Janed ha William en he c'hambr gant Llewelyn. Krouget e voe ar baron norman, ha bac'het priñsez Kembre gant Llywelyn ur pennad berr, rak pardoniñ a reas dezhi.
Hervez mojenn ar c'hornad eo dirak Garth Celyn, lez ar priñs, e voe savet ar groug e Abergwyngregin , met hervez ur vojenn all eo e Crogen, e-kichen Y Bala.


He marv[kemmañ]

Bez Siwan en iliz Biwmaris.

.

Mervel a reas Janed e miz Meurzh 1236 ha beziet e voe e parrez Llanfaes e-kichen Biwmaris en Enez Mon. Hiziv emañ he bez-maen gant he delwenn warni en Iliz Biwmaris.

He bugale[kemmañ]

Pevar pe pemp bugel he doe:

Bugale all en doa Llywelyn Fawr. Krediñ a reer eo Tangwystl Goch an hini a oa mamm da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, breur henañ Dafydd, ha se zo kaoz ne voe ket ar bastard a renas.

Lennegezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Charles Cawley: Medieval Lands, Wales
  2. Charles Cawley: Medieval Lands, Wales