Janed Bro-C'hall (1343-1373)

Eus Wikipedia
Janed Valois (1343-1373)

Janed Bro-C'hall, pe Janed Valois ( 1343-1373 Évreux), a oa ur briñsez c'hall deuet da vout rouanez Navarra.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Châteauneuf-sur-Loire e 1343. Merc'h e oa da Yann, dug Normandi neuze, deuet da vout ar roue Yann II goude, ha da Bonne de Luxembourg e gentañ pried.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa e 1352 da Charlez II Navarra (1332-1387), Roue Navarra. E kastell Vivier, e-tal Fontenay-Trésigny, en Brie, e voe lidet an eured.