Jane Erskine

Eus Wikipedia
Poltred Lady Jane Erskine.
Lady Frances Erskine, mamm Jane Erskine. Poltred gant al livour stadunanat Gilbert Stuart.

Jane Erskine (1818-1846) a oa ur varonez saoz, a orin skosat.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da David Montagu Erskine (1776-1855). He zad a oa un diplomat saoz, a orin skosat, hag a oa o chom e SUA hag a zimezas e 1799 da Frances Cadwalader, merc'h da John Cadwalader, ur jeneral stadunanat a vrezelias a-enep ar Saozon e-pad Brezel Amerika. Kannad Bro-Saoz e SUA e voe Erskine goude, etre 1807 ha 1809 .

He breur James Stuart Erskine (1821–1904), a voe anvet da gont gant Ludwig II Bavaria. Dimeziñ a reas Jane Erskine e 1837 d'ur c'henderv dezhi, James Henry Callander, politikour skosat.
Teir merc'h o doe.

Goude marv Jane e 1846 ec'h addimezas Callandar, e 1847, da Charlotte Eleanor Campbell, merc'h da John George Campbell of Ardpatrick, Argyll. Daou vab o doe

  • George Frederick William Callander,
  • Henry Barrington Callander of Ardchyline.

Callandar a varvas e 1851.

Poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredet e voe Jane Erskine gant Joseph Karl Stieler e 1837, bloavezh hec'h eured. Stieler a oa bet anvet da livour e lez Ludwig Iañ Bavaria, roue Bavaria en 1820. War ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened (Schönheitengalerie en alamaneg), e Palez Nymphenburg, nepell diouzh kêr München.