Palez Nymphenburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Palez Nymphenburg zo ur palez e Bavaria, nepell diouzh kêrMünchen. Gwel eus Palez Nymphenburg (talbenn)

Palez hañv an tiegezh Wittelsbach e oa. Ur skouer eus ar savouriezh varok eo, ha kroget e voe d’e sevel e 1664, gant ar priñs-dilenner Ferdinand Maria Bavaria. Kresket e voe ar palez gant e ziskennidi, evel e vab Masimilian II Emmanuel, Karl VII an Impalaeriezh Santel, pe Masimilian III Jozeb, dilenner Bavaria (1745–1777).

E-pad meur a vloaz e voe lec’h annez boas renerien Bavaria e-pad an hañv. E Nymphenburg e voe ganet ar roue Loeiz II (Bavaria) hag eno ivez e varvas ar roue Masimilian Iañ Jozeb.

E savadurioù ar palez e kaver c’hoazh ar c’hinkladurioù bet degaset gant rouaned disheñvel Bavaria. En o zouez emañ Poltredaoueg ar gened, un hollad poltredoù merc’hed kaer eus ar vro, bet savet gant ar roue Loeiz Iañ. El liorzh, treset e 1701 gant Carbonet, unan eus diskibled Le Nôtre, krouer liorzh kastell Versailhez, ez eus meur a savadur barok, evel Pagodenburg (1716–1719), Badenburg (1718–1721) hag Amalienburg (1734–1739).

Skeudennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.